Harry Potter

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Harry Potter eo anv penntudenn ur rummad romantoù saoznek skrivet gant ar skrivagnerez J. K. Rowling.

Taolenn

[kemmañ] Romantoù

Kontañ a ra ar seizh levr istor un deskard sorser anvet Harry James Potter. E pep levr e taneveller ar pezh a c'hoarvez e-pad unan eus e vloavezhioù e skol Hogwarts. Eno e c'hoarvez ar pep brasañ eus an darvoudoù. Stourm a ra Harry Potter a-enep ar sorser drouk Voldemort en deus drouklazhet tud Harry hag en deus klasket lazhañ ar paotrig e-unan a-benn kemer ar galloud e bed ar sorserien. Al levr diwezhañ a zeuio er-maez d'an 21 a viz Gouere 2007 e saozneg, dindan an anv: Harry Potter and the Deathly Hallows (Harry Potter ha relegoù ar marv) hag a vo embannet e galleg d'ar 26 a viz Here 2007[1].


[kemmañ] Berzh Harry Potter

Abaoe m'eo bet embannet ar c'hentañ romant, Harry Potter ha maen ar furien (Harry Potter and the Philosopher's Stone) e 1997, al levr en deus gounezet brud vras forzh pegement er bed. Bet en deus gourc'hemennoù digant ar skridvarnerien ha gwerzhet eo bet stank er bed a-bezh. Savet ez eus bet filmoù, c'hoarioù video ha marc'hadourezh a bep seurt a denn da Harry Potter. Gwerzhet ez eus bet en tu all da 325 milion a skouerennoù eus levrioù Harry Potter ma konter holl skouerennoù ar c'hwec'h romant embannet betek-henn[2]. Troet eo bet avanturioù ar sorser yaouank e muioc'h evit 63 yezh.[3] Disklêriañ a ra an embannerien ne vo ket moulet nebeutoc'h evit 12 milion a skouerennoù, tra ken 'met er Stadoù-Unanet, da-geñver ar voulladenn gentañ[4]

Berzh he deus graet Rowling gant he romantoù, ha hi eo an hini he deus gounezet ar muiañ a arc'hant a-hed istor al lennegezh[5]. Gwerzhet e vez stummoù saoznek ar romantoù gant Bloomsbury er Rouantelezh-Unanet, Scholastic Press er Stadoù-Unanet, Allen & Unwin en Aostralia ha gant Raincoast Books e Kanada.

Savet ez eus bet filmoù diwar pemp romant kentañ Harry Potter gant Warner Bros. Filmet eo bet ar pempvet, Harry Potter hag Urzh ar Feniks (Harry Potter and the Order of the Phoenix), adalek miz C'hwevrer 2006, ha deuet eo er-maez d'an 11 a viz Gouere 2007[6]


[kemmañ] Hogwarts

pennad klok e Hogwarts

Hogwarts (e saozneg) eo anv skol ar sorserien. Renet eo ar skol gant Albus Dumbledore ha Minerva McGonagall eo an isrenerez, betek ar VIvet levrenn.

Rannet eo Hogwarts dindan pevar c'hoskoriad :

E penn pep koskoriad, e Hogwarts, e vez kavet ur rener (kelenner er skol ivez) ha pep a dasmant o deus ivez.

Ar gelennerien zo : Minerva McGonagall evit Gryffindor, Pomona Sprout evit Hufflepuff, Filius Flitwick evit Ravenclaw, ha Severus Snape evit Slytherin.

An tasmantoù : Nick hogos dibenn evit Gryffindor, Ar manac'h lart evit Hufflepuff, An intron gris evit Ravenclaw, hag Ar baron gwadek evit Slytherin.

[kemmañ] Listenn al levrioù

1- Harry Potter and the Philosopher's Stone (1997)
2- Harry Potter and the Chamber of Secrets (1998)
3- Harry Potter and the Prisoner of Azkaban (1999)
4- Harry Potter and the Goblet of Fire (2000)
5- Harry Potter and the Order of the Phoenix (2003)
6- Harry Potter and the Half-Blood Prince (2005)
7- Harry Potter and the Deathly Hallows (2007)

[kemmañ] Bed Harry Potter

[kemmañ] An istor

[kemmañ] An deroù

Harry Potter zo un deskard sorser e skolaj sorserez Hogwarts (Poudlard en droidigezh c'hallek). Ganet eo bet d'an 31 a viz Gouere 1980. E dud, Lili Evans ha James Potter, zo bet drouklazhet gant Lord Voldemort, ur maj du galloudus, a glaskas goude se lazhañ Harry, hag eñ bloaz hepken dezhañ d'ar c'houlz-se. Met ar strobinell a daolas ouzh Harry a zistroas outañ hag a zistrujas e gorf. gwarezet diouzh ar marv a-drugarez d'e Horcruxoù e teuas da vezañ ur c'hrouadur breskoc'h evit un teuz met bev atav. Da-heul an darvoud-se e vir Harry ur gleizhenn e stumm un daredenn war e dal, e lec'h ma oa bet skoet gant ar strobinell.

Goude e wallzarvoud, ha daoust m'eo dianadet, e talc'h Voldemort da vezañ ar sorser ar muiañ doujet er bed, kement ha ken bihan ma ne vez ket distaget e anv gant ar sorserien. Graet e vez anezhañ "C'hwi-oar-piv", "an-hini-eo-arabat-distagañ-e-anv" peotramant "Te-oar-piv".

Pa oa emzivad e oa savet Harry gant e eontr hag e voereb, Vernon ha Petunia Dursley — muggleed anezhe (moldu a lenner en droidigezh c'hallek), da lâret eo tud n'o deus tamm pouer hud ebet ha n'in ket sorserien —, a vez bepred war e vuhez, a guzh outañ e orin hag e zonezonoù sorser. Atahinet e vez gant e genderv, Dudley a vez graet e did outañ gant e dud hag a goll anezhañ.

Da goulz e unnekvet deiz-ha-bloaz e resev Harry ul lizher a bed anezhañ da vont da skol Hogwarts (Poudlard e galleg), skol sorserien ha sorserezh, da vare an distro skol. Kement bugel sorser a vez lakaet e anv enni da vare e c'hanedigezh. E eontr, ne fell ket dezhañ e tizolofe Harry e orin ha klask a ra mirout outañ a vont di par ma c'hall met gant skoazell Rubeus Hagrid (distaget Rubeüs), kaset gant Dumbledore, rener skol Hogwarts, e teu Harry a-benn, a-benn ar fin, da gemer an tren da vont d'ar skol war ar c'hae 9 3/4 eus ti-gar King's Cross e Londrez. E skol Hogwarts, Harry a ra anaoudegezh gant daou vignon eus ar c'hentañ, Ron Weasley ha Hermione Granger, a roio an dorn dezhañ en e avanturioù. Stourm a reont a-gevret a-enep An-hini-eo-arabat-distagañ-e-anv, da lâret eo Lord Voldemort.


[kemmañ] Troidigezhioù Harry Potter er yezhoù all

Troet eo bet levrioù Harry Potter e meur a yezh, kembraeg, iwerzhoneg ha gouezeleg Skos ivez, e latin hag e henc'hresianeg zoken, met siwazh ne vezont ket kavet e brezhoneg c'hoazh, goude ma oa bet kroget da dreiñ al levr kentañ. .

E kalz yezhoù, er c'hontrol eus ar galleg, n'eo ket bet troet an anvioù divoutin (an anvioù-lec'hioù dreist-holl, evel Hogwarts).

Un toullad mat a linennoù ivez zo bet laosket a-gostez gant an troour en droidigezh c'hallek.

[kemmañ] Embannadur okitanek

  • E 2011 e oa bet embannet an eil levrenn, Harry Potter e la crampa deus secrets[9].

[kemmañ] Levrioù skrivet diwar-benn Harry Potter

[kemmañ] Notennoù

  1. Dislêriadenn ofisiel troidigezh c'hallek al levrenn 7
  2. Dearbáil Jordan, "Time comes for Harry to fly to the rescue", Times, 07/04/2007
  3. Global Potter sales top 300m mark, BBC, 2005-10-04
  4. "Harry Potter's final adventure to get record print run", The Times, McLaren Elsa, 15/03/2007
  5. Watson, Julie and Kellner, Tomas. "J.K. Rowling And The Billion-Dollar Empire". Forbes.com, 26 a viz C'hwevrer 2004.
  6. [url=http://www.hpana.com/news.19370.html Confirmed : 'Phoenix' flies on 11 July], HPANA, 05/04/2006
  7. http://www.ladepeche.fr/article/2009/09/14/672337-harry-potter-va-parler-occitan.html
  8. http://www.lepoint.fr/actualites-insolites/2009-09-11/parution-du-premier-tome-d-harry-potter-en-occitan-gascon/918/0/376499
  9. http://www.larepubliquedespyrenees.fr/2011/11/10/le-2e-harry-potter-en-occitan-publie,217795.php


[kemmañ] Liammoù

JK Rowling

The leaky cauldron

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all