Saverien Hogwarts

Eus Wikipedia

E romantoù Harry Potter skrivet gant J. K. Rowling e reer eus pevar sorser diazezerien skol sorserezh ha strobinellerezh Hogwarts. Er skol e c'hoarvez ar pep brasañ eus avanturioù an harozed a zo, Harry Potter en o zouez, skolidi pe implijidi eus Hogwarts. E bed faltaziek Rowling e oa bet diazezet Hogwarts tost mil bloaz zo gant "pevar eus ar brasañ sorserien ha sorserezed eus ar mare"[1]: Godric Gryffindor, Helga Hufflepuff, Rowena Ravenclaw ha Salazar Slytherin. Pep hini a ziazezas unan eus pevar c'hoskoriad Hogwarts badezet gant o anv.

Petra a anavezer diwar-benn an diazezerien?[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er romantoù e vez liammet an titouroù a zastumer diwar-benn an diazezerien ouzh avanturioù an harozed hag ouzh an traezoù prizius a oa dezhe, evel tok an dibab (un tok strobinellet evit dibab koskoriad an danvez skolidi). Gouzout a reer e oa ar pevar diazezer o vevañ e Breizh-Veur er grennamzer, en dekvet pe en unnekvet kantved. Sellet e veze oute evel ar brasañ sorserien eus o frantad, ha da dra, o deus ur personelezh mojennel e bed ar sorserien. Ar pezh o deus lezet war o lerc'h zo klask bras warnañ, hag un enor bras eo bezañ eus ul lignez a ziskenn anezhe (evel ar C'haunted ha Smith).

N'eus ken Slytherin a gement zo bet deskrivet kalzig. Abalamour d'e roll en Harry Potter and the Chamber of Secrets.

Godric Gryffindor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

(E galleg : Godric Gryffondor)

  • Ardamez : Leon aour war dachenn ruz
  • Perzh a brize ar muiañ : ar galonegezh, an dalc'hegezh.
  • Traezoù zo bet da C’hodric Gryffindor : ur c’hleze enskantet gant ruzvaenoù, zo engravet an anv « Godric Gryffindor » war e lavnenn. Tok an dibab (sorting hat e saozneg ha choixpeau magique e galleg), a ingal ar skolidi kentañ bloavezh er pevar c’hoskoriad, a oa bet ivez da C’hodric Gryffindor. Emañ an daou e dalc'h rener ar skol, da vare Harry Potter, an aotrou Dumbledore.

O chom e Godric's Hollow e oa gwezhall. E burev Dumbledore, e Hogwarts, e vez kleze Godric. Implijet eo bet gant Harry Potter evit lazhañ ar basilik. Degaset eo da Harry gant Snape. Unan eus an traoù nemeto a c'hall distrujañ un horcrux eo kleze Gryffindor.

Rowena Ravenclaw[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

(E galleg :Rowena Serdaigle )

  • Ardamez : erer arem war dachenn c’hlas
  • Perzh a brize ar muiañ : ar speredegezh, ar furnez.
  • Traez zo bet da Rowena Ravenclaw : talgen Ravenclaw

Savet he doa un talgen a roe furnez ha gouiziegezh d'an neb en lakae war e benn.

Bet he deus ur verc'h anvet Helena Ravenclaw, zo deuet da vezañ tasmant koskoriad Ravenclaw gant an anv a Intron Gris. Laerezh talgen Ravenclaw he doa graet Helena o klask dont barrekoc'h ha pouezusoc'h evit he mamm. Tec'hout a reas gantañ betek koadoù don Albania. Morse ne anzavas Rowenna Rawenclav e oa bet laeret diganti ha kenderc'hel a reas da laaret e oa en he c'herz. Kuzhat a reas treitourezh he merc'h zoken ouzh saverien Hogwarts. Rowenna Ravenclaw hag a oa aet gwall glañv he doa bet c'hoant da adwelet he merc'h kent mervel ha kas a reas daveti ur gwaz, ar Baron Gwadek, a gare anezhi abaoe pell daoust m'he doa roet dezhañ da gompren ne blije ket dezhi[2].

Helga Hufflepuff[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

(E galleg : Helga Poufsouffle)

  • Ardamez : Broc’h du war tachenn aour.
  • Perzh a brize ar muiañ : al lealded.
  • Traez zo bet da Helga Hufflepuff : ur gib prizius kozh

Salazar Slytherin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

(E galleg : Salazar Serpentard)

  • Ardamez : naer arc’hant war dachenn wer .
  • Perzhioù a brize ar muiañ : ar widre, ar gorvigell hag ar vrasoni
  • Traez zo bet da Salazar Slytherin : Ur vedalenn aour pounner engravet gant ardamezioù Slytherin hag ur walenn gant ur ruzvaen glas bras en e greiz (laeret gant Voldemort digant e eontr Morfin).

Salazar Slytherin a voe an hini nemetañ a hetas ne c’hallfe ket ar « mudblooded » studiañ er skol.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Harry Potter and the Chamber of Secrets
  2. Harry Potter and the deathly Hollow, Bloomsburry, 2007, pajenn 495

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]