Tasmantoù Hogwarts

Eus Wikipedia

Gouestlet eo ar pennad-mañ d'an tasmantoù a gaver e Kerambreoù e romantoù Harry Potter skrivet gant J. K. Rowling. A-hed al levr e veneger un niver a dasmantoù zo o chom er skol[1] ne veneger eta nemet ar pep pouezusañ amañ.

Peeves[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peeves zo ur poltergeist zo o chom e Kerambreoù. Ur spered eo kentoc'h evit ur boud fetis, met disheñvel-kenañ eo diouzh an tasmantoù all. Personeladur an dizurzh eo Peeves ("an indestructible spirit of chaos" hervez ar FAG war lec'hienn J. K. Rowling), ha degas a ra anezhañ e pep lec'h ha dibaouez, gant gwidre ha fent. Da welet ez eo un den kozh gwisket gant dilhad a livioù flamm. Gouest da nijal hag, evel an tasmantoù all, e c'hall mont ken difetis ma ne c'haller ket stekiñ outañ. Gouest eo avat da lakaat an traoù da fiñval. Barrek eo ivez da chom diwelus.

Peurliesañ ez eo hekoc'h evit dañjerus da vat, met en em zerc'hel a ra en un doare n'haller ket rakwelet ha gwelloc'h eo chom hep reiñ e du da c'hloazañ unan da vat. War a seblant e blijadur nemetañ eo plantañ ar muiañ a zizurzh ma c'hall er skol, terriñ traoù, spontañ ar skolidi, ha degas freuz ar muiañ posupl.

Peeves ne sent ket ouzh prefeded Hogwarts (evit brasañ displijadur Percy Weasley) na d'ar gelennerien na da zen ebet war-bouez Dumbledore hag ar baron Gwadek. Pa ra Harry van da vezañ ar Baron, p'emañ dindan ar c'habell diwelusted e Harry Potter ha maen ar Furien, ez eo spontet-net Peeves, ha n'eo seizhdaleetoc'h o sentiñ ouzh urzh Harry a lavar dezhañ mont kuit.

Argus Filch, a vez atav lakaet da walc'hiñ pe da zresañ ar freuz degaset gant Peeves, a glask dibaouez lakaat anezhañ da vezañ taolet er-maez.

Nick Peuzdibenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

(Anvet eo Nearly Headless Nick e saozneg ha Nick Quasi-Sans-Tête e galleg)

Sir Nikolaz de Mimsy-Porpington (marvet d'an 31 a viz Here 1492) zo tasmant koskoriad Gryffindor. Anvet eo peurliesañ Nick Hogos Dibenn gant ar skolajidi daoust ma kavfe dereatoc'h ez afent dezhañ dre "Sir Nikolaz de Mimsy". Hogos troc'het eo bet e benn goude 45 taol darc'haouet gant ur vouc'hal togn. Gouest eo eta da lakaat e benn da gouezhañ war e skoaz dehou e doare ma ne chom stag ouzh e gorf nemet gant un tamm eus e c'houzoug[2]. Un tasmant hegarat eo pa ne reer ket anv eus e c'houzoug ha prest e vez atav da sikour. Flemmet eo gant ar bazilik e Harry Potter and the chamber of secret met peogwir ez eo marv dija ne c'hall ket lazhañ anezhañ.
Harry Potter a zeu da vezañ mignon Nikolaz pa gemer perzh e fest deiz-ha-bloaz e varv (ar 500vet deiz-ha-bloaz eus an darvoud) en un tour eus Kerambreoù. Marv Sir Nikolaz zo diazez holl rizenn an amzer e romantoù Harry Potter.

Katell Klemm-Klemm[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anvet Moaning Myrtle e saozneg ha Mimi Geignarde e galleg

Myrttle ar Glemmicherez zo unan eus tasmantoù Hogwarts e levrioù Harry Potter skrivet gant J. K. Rowling. Anaoudegezh a reer ganti e Harry Potter and the Chamber of Secrets. Satanazet eo ganti privezioù ar merc'hed en eil solier Skol sorserezh ha strobinellerezh Hogwarts. Evel m'en diskouez he lesanv ez eo techet Myrttle da glemmichat ha da zifronkañ, dreist-holl pa reer anv eus ar marv. Hermione Granger a lavar ez eo un tamm kizidik.

E Harry Potter and the Chamber of Secrets e tizoloer ez eo tasmant ur sorserez ganet diwar muggleed a varvas pa oa o studiañ e Hogwarts, e koskoriad Ravenclaw, hanterkant vloaz kent darvoudoù al levr. Mac'homet e veze Myrtle alies pa oa e Hogwarts, abalamour da se ez ae bihan e galon hag ez ae alies da guzhat e privezioù an eil solier evit gouelañ. Edo o kuzhat eno kuit d'en em gavout gant Olive Hornby, ur plac'h eus he c'hlas a veze bepred oc'h ober an heg outi, pa oa digoret Kambr ar sekredoù. Sortial a reas Basilik Tom Riddle ha lazhañ anezhi.
Implijet en dije Tom Riddle he marv evit krouiñ e Horcrux kentañ gant e zeiaiataer. Gallout a reer soñjal ez eo Myrtle ar c'hentañ den lazhet gant Tom Riddle. Tom a lavar da vare gweladenn Dumbledore e ti an emzivaded e c'hall lakaat traoù fall da c'hoarvezout d'an dud na blijont ket dezhañ, met n'eus ket anv eus marv hini ebet, ar pezh a c'hall lakaat da soñjal e oa e vuntr kentañ.

Goude he marv, Myrtle a heulias Olive e pep lec'h, evit dialañ ar pezh he doa gouzañvet e-pad he buhez ("Soñj am eus, ur wezh, da geñver eured he breur..."). Olive a zougas klemm ha Ministrerezh ar strobinellerezh a roas an urzh da Vyrtle da zistreiñ da Kerambreoù. Abaoe e vez Myrtle o satanazañ al lec'h ma varvas. Er c'hontrol eus tasmantoù Hogwarts, Myrtle n'eo ket gwall darempredus.

E Harry Potter and the Chamber of Secrets, Myrttle ar Glemmicherez a sikour Harry Potter, Ron Weasley hag Hermione Granger da zizoleiñ ar wirionez diwar-benn an euzhvil kuzhet e kambr ar sekredoù. Skoazellañ a ra ivez Harry evit eil kevezadenn Tournamant an tri sorser, e Harry Potter and the Goblet of Fire. Myrtle an hini eo a zispleg da Harry penaos klevet fraez luziadell ar vi aour en deus gounezet er gevezadenn gentañ, o lakaat ar vi dindan an dour.

War a seblant e plij kalz Harry da Vyrtle ; e Harry Potter and the Chamber of Secrets e lavar ez eo dipitet un tamm ne vije ket bet lazhet gant ar Basilisk ivez rak e c'hallje bezañ deut da vevañ ganti e stumm un teuz. Spiañ a ra Harry ivez p'emañ o kouronkañ e sall-dour ar brefeded.

E Harry Potter and the Half-Blood Prince e komprener e frealz Draco Malfoy zo digallonekaet gant ar c'hefridi fiziet ennañ gant Voldemort. Pa en em gav gloazet Malfoy gant Harry en deus implijet Sectumsempra e huch Myrtle eo bet muntret Malfoy gantañ.

Ar Baron Gwadek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

The Bloody Baron e saozneg pe le Baron sanglant e galleg

Ar baron gwadek zo unan eus an tasmantoù a zarempred skol sorserezh ha strobinellerezh Hogwarts. Tasmant koskoriad Slytherin eo. Un tasmant spontus eo, dezhañ daoulagad goullo, un enebrez kastiz ha ur sae marellet gant tarchoù gwad arc'hantaet[2].

Ar boud nemetañ eo gant Dumbledore a c'hall kavout ul levezon war ar poltergeist Peeves. Spouronet eo hemañ gant ar Baron Gwadek evit un abeg dianav. Dont a ra da vezañ seven en un doare divoaz ha souezhus pa'n em gav gantañ, o vont dezhañ gant "Your Bloodiness" pe "Aotrou Baron".

Kondaonet eo bet da vezañ tasmant en Hogwarts abalamour ma kontellas Helena Ravenclaw a nac'he dont en-dro gantañ davet he mamm. Mantret gant e dorfed en doa roet un taol kontell dezhañ goude[3].

Ar Manac'h Lart[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

The Fat Friar e saozneg pe le Moine gras e galleg

Tasmant koskoriad Hufflepuff eo ar Manac'h Lart. Un tasmant drant ha trugarezus-kenañ eo. E Harry Potter and the Philosopher's Stone p'emañ ar skolajidi kentañ bloavaezh o c'hortoz distro ar gelennerez McGonagall e tremen ur bagad tasmantoù a-us d'o fenn. Emañ neuze ar Manac'h Lart o c'houlenn ma vo roet un eil chañs da Peeves ar Poltergeist en desped d'e emzalc'h bet[4].

An Intron Gris[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

The Grey Lady e saozneg pe la Dame Grise e galleg

Tasmant koskoriad Ravenclaw eo. Deskiñ a reer el levr diwezhañ hepken ez eo Helena Ravenclaw, merc'h Rowenna Ravenclaw. Laerezh talgen Ravenclaw he deus graet o klask dont barrekoc'h ha pouezusoc'h evit he mamm. Tec'hout a reas gantañ betek koadoù don Albania. He mamm hag a oa aet gwall glañv he doa bet c'hoant da adwelet anezhi kent mervel ha kas a reas daveti ur gwaz, ar baron ruz, a gare anezhi abaoe pell daoust m'he doa roet dezhañ da gompren ne blije ket dezhi. Kavet e voe gantañ en he c'huzhiadenn met nac'hañ a reas mont da Hogwarts. Fuloret eus he nac'hadenn ha berr e votoù gantañ e kontellas anezhi en he bruched[3].

Kuzhet he doa an talgen he doa laeret en ur wezenn c'houllo p'he doa klevet ar baron o tostaat. Riddle, pa oa studier e Hogwarts, a dennas amann eus he gouzoug dre forzh tostennat outi ha lavaret a reas dezhañ e-men e oa kuzhet[3].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Da skouer pa zegouezh Harry Potter e Kerambreoù ar bloavezh kentañ, e tremen un ugent teuz bennak e-kichen ar vugale zo o c'hortoz bezañ dibabet gant an tok-hud. Harry Potter an the Philosopher's Stone, 1997, p 127.
  2. 2,0 ha2,1 Harry Potter an the Philosopher's Stone, 1997, p 136.
  3. 3,0 3,1 ha3,2 Harry Potter and the deathly Hollow, Bloomsburry, 2007, pajenn 495
  4. Harry Potter an the Philosopher's Stone, 1997, p 127.