Jehan Lagadeuc
Eus Wikipedia
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Jehan Lagadeuc, pe Yann Lagadeg e brezhoneg a-vremañ, a oa ur beleg eus Bro-Dreger, hag oberour ar c'hCatholicon brezhonek.
Ganet e oa bet e Plougonven (skrivet Ploegonven da neuze), e Treger, e maner Mezedern (Maez-Edern) e penn kentañ ar XVvet kantved.
E levr zo anezhañ ur geriadur teiryezhek (brezhoneg, latin ha galleg), skrivet e 1464, ha war un dro ar c'hentañ geriadur brezhonek hag ar c'hentañ geriadur gallek. E 1499 e oa bet embannet e Landreger : ar c'hentañ levr moulet e brezhoneg e oa. Ul levr-kavell eo eta evel an holl levrioù bet embannet a-raok ar bloaz 1500.
- Le Menn : Le Catholicon de Jehan Lagadeuc. Dictionnaire breton, français et latin publié d'après l'édition de M[ess]ire Auffret de Quoatqueveran imprimée à Tréguier par Jehan Calvez en MCCCCXCIX ; Lorient, Corfmat, (1867). Er skrid-mañ e vefe ar c'hentañ roud eus un tamall graet da gKervarker diwar-benn Barzaz Breiz]. A weler e levraoueg niverel Skol-Veur Breizh-Uhel
- Pierre Trepos : Le Catholicon de Jean Lagadeuc. (Pour son cinquième centenaire) ; Brest, Emgleo Breiz. 1965 [tiré à part des Annales de Bretagne, LXXI/4, 1964]. Adembannadur, Brest, Brud Nevez. 1990.