Poltred un itron gant un unkorneg

Eus Wikipedia
Poltred un itron gant un unkorneg (Dama con liocorno)
Raffaello Sanzio, 1506
Eoullivadur war goad
65 × 51 cm
Galleria Borghese

Poltred un itron gant un unkorneg zo un eoullivadur war lien lakaet war goad (65x51 cm) ha graet gant Raffaello Sanzio e 1506 ma weler un itron gant un unkorneg bihan war he barlenn.

E Roma emañ an oberenn, er Galleria Borghese. Krediñ a reer eo poltred Giulia Farnese, pried-kleiz ar pab Alesant VI. Levezonet e vije bet gant poltred Mona Lisa, graet gant Leonardo da Vinci etre 1503 ha 1506.

Ster kuzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'ouzer ket petra zo da gompren en oberenn. Sur eo ez eus un arouez kuzh. Pe ez eo ar C'hrist an hini eo an unkorneg, evel alies e skeudennoù ar Grennamzer, pe ez eo un arouez erotek.

Istor[1][kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lakaet e oa bet an oberenn war gont Perugino, ha goude Andrea del Sarto ha Ghirlandaio. Da gentañ e oa un itron gant ur rod hag a lavared santez Caterina d'Alessandria anezhi. N'eo nemet adalek 1935, pa voe graet ur c'hempenn d'an daolenn ha lamet al livaj a oa warni, eo e voe gwelet ar marc'h-kornek, ha lakaet Raffaello da oberour.

Ouzhpenn-se, dre skinsellout, ez eus bet kavet dindan an unkorneg, arouez ar c'hlanded, eo ur c'hi, arouez ar fealded, a oa da gentañ etre divvrec'h ar vaouez.

Ar c'hi bihan a oa kuzhet.
An daolenn a-raok bezañ adlaket en e stad wirion en XXvet kantved

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (it):https://web.archive.org/web/20090827151054/http://www.beniculturali.it/Liocorno/storia.html