Star Trek
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
| Ar pennad-mañ a zo ul lodenn eus ar rummad |
| Skiant-faltazi |
| Skrivagnerien Skiant-faltazi pennañ |
| Jules Verne · George Orwell |
| Anthony Burgess · A. E. van Vogt
H. P. Lovecraft · Aldous Huxley |
| Bed ar skiant-faltazi |
| Skrivagnerien - An SF er BT |
| An SF er Sinema |
| Temoù an SF |
| Rummad:Skiant-faltazi |
Star Trek zo anv ur bed skiant-faltazi ijinet ha krouet gant Gene Roddenberry e-kreiz ar bloavezhioù 1960.
6 heuliad filmoù skinwel (726 abadenn), 12 film, ha kantadoù a romantoù, c’hoarioù video hag all, a zeskriv ar bed-mañ.
Un dazont gwellwelus zo taolennet gantañ : echu ar c’hleñvedoù, ar c’houennelouriezh, ar baourentez, an dishegar hag ar brezel war an douar, un douar unanet gant ezdouaridi speredek all en Hent Sant-Jakez. Dizoleiñ planedennoù, bedoù ha sevenadurioù nevez, kas war-raok ar peoc’h hag an doujañs, eo pal an tudennoù pennañ.
Unan eus anvioù brudetañ ar skiant-faltazi, hag unan eus frañchizoù anavezetañ e bed ar skinwel, eo Star Trek.
Heuliadennoù skinwel [kemmañ]
E 1966 e oa kroget Star Trek gant an heuliadenn "orin". Betek 2005, savet e oa bet pemp heuliadenn Star Trek, hag un heuliadenn tresadennoù bev.
- Star Trek (heuliadenn orin) (1966-1969)
- Star Trek (tresadennoù bev) (1973-1974)
- Star Trek: The Next Generation ("Ar Rummad War-lerc'h") (1987-1994)
- Star Trek: Deep Space Nine (1993-1999)
- Star Trek: Voyager (1995-2001)
- Star Trek: Enterprise (2001-2005)
Filmoù [kemmañ]
11 film zo bet taolet gant Paramount Pictures
- Star Trek: The Motion Picture - 1979 - Sevenniñ : Robert Wise
- Star Trek II: The Wrath of Khan - 1982 - Sevenniñ : Nicholas Meyer
- Star Trek III: The Search for Spock - 1984 - Sevenniñ : Leonard Nimoy
- Star Trek IV: The Voyage Home - 1986 - Sevenniñ : Leonard Nimoy
- Star Trek V: The Final Frontier - 1989 - Sevenniñ : William Shatner
- Star Trek VI: The Undiscovered Country - 1991 - Sevenniñ : Nicholas Meyer
- Star Trek Generations - 1994 - Sevenniñ : David Carson
- Star Trek: First Contact - 1996 - Sevenniñ : Jonathan Frakes
- Star Trek: Insurrection - 1998 - Sevenniñ : Jonathan Frakes
- Star Trek: Nemesis - 2002 - Sevenniñ : Stuart Baird
- Star Trek - 2009 - Sevenniñ : J.J. Abrams
- Star Trek Into Darkness - 2013 - Sevenniñ : J.J. Abrams
Liammoù [kemmañ]
- Lec'hienn ofissiel (saozneg)
- TrekWeb, keleier diwar-benn Star Trek (saozneg)
- Unification, keleier a bep seurt (galleg)
- Memory Alpha, ur Wiki diwar-benn Star Trek (galleg)