Star Trek (heuliadenn orin)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Nuvola apps konquest.png
Ar pennad-mañ a zo ul lodenn eus ar rummad
Skiant-faltazi
Skrivagnerien Skiant-faltazi pennañ
Jules Verne · George Orwell

Isaac Asimov · Philip K. Dick

H.G. Wells · Arthur C. Clarke

Clifford D. Simak · Frank Herbert

Anthony Burgess · A. E. van Vogt

H. P. Lovecraft · Aldous Huxley

Ray Bradbury · René Barjavel

Michael Crichton · Dan Simmons

Kim Stanley Robinson

Ursula K. Le Guin

Bed ar skiant-faltazi
Skrivagnerien - An SF er BT
An SF er Sinema
Temoù an SF
Rummad:Skiant-faltazi

“Star Trek” (heuliadenn orin) - pe "Star Trek Klasel" - zo un heuliadenn skinwel skiant-faltazi eus Stadoù Unanet, krouet gant Gene Rodenberry. 79 pennad zo bet skignet etre an 8 a viz Gwengolo 1966 hag an 2 a viz Gwengolo 1969, war ar chadenn NBC.

Aventurioù an egorlestrEnterprise” - d'ar c'hKevread ar Planedennoù Unanet – en un 23de kantved utopia, zo diskrivet gant an heuliadenn-mañ.

James T. Kirk (William Shatner) eo kabiten al lestr, sikouret gant an ofiser kentañ Spock (Leonard Nimoy) – un ezdouarad eus planedenn Vulkan – ha medisin Leonard McCoy (DeForest Kelley).

Pal an akipaj zo lavaret gant William Shatner e penn bep degouezh :

“Egor, an harz diwezhañ. Setu aze beajoù an egorlestr Enterprise. Ur c’hefridi pemp bloavezh zo dezhañ : ergerzhet bedoù nevez iskis, klask traoù bev ha sevenadurioù nevez, ha mont hardizh da lec’hioù ma n’eus bet den ebet a-raok.”

(Selaouit ar frazenn e saozneg)

Paouezet ez eus bet gant an heuliadenn goude 3 bloavezh, peogwir ne rae ket trawalc’h a verzh. Koulskoude, goude bezañ bet adskignet war chadennoù rannvroel, eo bet brudetoc’h-brudetañ an heuliadenn, ken ma zo bet krouet meur a film hag heuliadenn all diwar ar “Star Trek” a-orin.