Unkorneg

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Marc'h-kornek)
Mont da : merdeiñ, klask
Un unkorneg o purañ an dour, panell ginklañ gleiz eus Liorzh ar plijadurezhioù (Hieronymus Bosch).
An Itron hag ar Marc'h-kornek, pallennerezh ar Gweled, miret e mirdi Cluny.

Al likorn[1] an unkorneg[2], pe marc'h-kornek[3] pe kazeg-kornek, zo ul loen mojennel skeudennet evel ur marc'h pe ur c'havr, gwenn peurliesañ, dezhañ bouchig ur bouc'h, karnioù faout, lost ul leon hag ur c'horn hir, sonn, troellennek ha begek, e kreiz e dal, hag a zo e arouezenn bennañ, met a-hed an Istor en deus cheñchet ar stumm anezhañ hervez ar broioù hag ar sevenadurioù, ar pep heverkañ eo e seblant bezañ graet a-dammoù eus loened all[4]. Er Grennamzer e oa al loen mojennel brudetañ, anezhañ ul loen gouez, arouez ar c'hlanded, ha ne c'halle bezañ tapet nemet gant ur werc'hez.

Istor[kemmañ]

Orfeüs hag an unkorneg, gant Alessandro Varotari, lesanvet Il Padovanino (1588 - 1648), Mirdi ar Prado.

Anv zo eus an unkorneg, dindan an anv monoceros, abaoe an Henamzer e mojennoù Hellaz kozh. Deuet e oa da vezañ al loen faltaziek pennañ er Grennamzer kenkoulz hag en Azginivelezh. Skeudennet e veze d'ar mare-se, e skeudennadurezh al loened, evel ul loen ferv, hag a veve er c'hoadoù donañ, arouez ar c'hlanded hag ar c'hras, ha na c'halle bout tapet nemet gant ur werc'hez. En holloueziadurioù e veze skrivet e c'helle purañ an dour ha pareañ. Troket e veze traoù gwelet evel gwir « kerniel unkorneg » d'ar mare-se.

Tamm-ha-tamm e veze dizoloet ne oa ar c'herniel-se nemet skilfoù narwal ha ne oa taolennadur an unkorneged marteze nemet deskrivadurioù disneuziet ar frikorneg hag an antilopenn. Neoazh e veze tabutet diwar-benn bezoud an unkorneg betek kreizig-kreiz an XIXvet kantved. Dedennet e veze ur bern tud gant an unkorneg : doueoniourion, mezeien, naturourien, barzhed, lennegourien, ezoterourion, alkimiegourion, arouezelourion hag istorourion.

Hiziv an deiz eo an unkorneg unan eus ar c'hrouadennoù mojennel e-touesk ar re vrudetañ. Ur bochad studiadennoù hag oberennoù lennegel a zo gouestlet dezhañ. Gwelet e vez er skeudennerezh a-vremañ evel ur jav bras gwenn, ur c'horn nemetañ e-kreiz e dal, diwar-se marteze al lesanv «marc'h-kornek» a gaver a-wechoù.

Er skridoù brezhonek[kemmañ]

Er skridoù brezhonek e kaver

Skoedoù[kemmañ]

War ardamezioù Bro-Skos eo dalc'het ar skoed gant daou unkorneg.

Arz[kemmañ]

Lennegezh[kemmañ]

Steredoniezh[kemmañ]

Pennadoù kar[kemmañ]

Levlennadurezh[kemmañ]

  • Michel Pastoureau, Élisabeth Delahaye, Les secrets de la licorne, Éditions de la Réunion des musées nationaux, 2013 (ISBN 978-2-7118-6112-5)

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Daveennoù[kemmañ]

  1. Gant Fañch an Uhel & aerlin (Luzel), ha Geriadur Favereau.
  2. unkorneg e Geriadur Vallée, 1931, hag e Geriadur an Here, Geriadur Istorel ar Brezhoneg, Dictionnaire français-breton (Martial Ménard), geriadur Reun ar Glev...; hag unkorn gant Vallée, Dafar evit ur c'heriaoueg a'n Ardamezouriezh Yellen & Abennez (1965) (adkemeret ivez gant ar Glev).
  3. E Geriadur Roparz Hemon, hag e-barzh Harry Potter ha Maen ar Furien (troet gant Mark Kerrain)
  4. Michel Pastoureau, Élisabeth Delahaye, Les secrets de la licorne, Éditions de la Réunion des musées nationaux, 2013 (ISBN 978-2-7118-6112-5)
  5. [1]