Koadeg trovanel gleb
Koadegi trovanel gleb a reer eus un drevreizhiad a gaver e pep tu d'ar C'heheder etre Trovan ar C'hrank ha Trovan ar C'havr, da lavaret eo tamm-pe-damm etre al led 23° 26′ 16″ Norzh hag al led 23° 26′ 16″ Su. Koadegi etretrovanel a reer anezho ivez.
War ur gorread a 12 300 000 km² en em astennont, da lavaret eo 8,3 % eus an douaroù divoret.
Lec'hiadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Afrika, Aostralia, Azia, Kreizamerika, Suamerika ha war lod inizi er Meurvor Habask emaint[1].
- En Afrika : war aodoù ar C'hornôg en em astennont war bep tu d'ar C'heheder, eus Ginea betek Gabon, hag a-hed un tamm eus ar stêr Kongo el led 0° bepred. Nebeutoc'h anezho zo war arvor ar Reter, e Kenya hepken. E reter Enez Madagaskar ha war an inizi tro-dro dezhi (Enez ar Reunion, da skouer) en o c'haver ivez.
- E Suamerika : muioc'h eget 5 milion km², da lavaret eo tost da 1/3 eus gorread ar c'hevandir, zo goloet a goadegi trovanel gleb. E stêrdachenn an Amazon dreist-holl, ha war uhelgompezennoù Gwiana, Gwiana c'hall ha Surinam en em astennont.
- E Kreizamerika : etre aodoù reter Mec'hiko ha Suamerika ez eus koadegi trovanel gleb.
- En Azia : bez' e c'holoont war-dro 3.5 milion km² eus Mervent ar c'hevandir, war-bouez kreiz Indez-Sina. Eus norzh Sina betek Ginea Nevez en em astennont.
Hin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tomm, gleb ha digemm-kaer eo hin ar c'hoadegi trovanel a-hed ar bloavezh, n'eus ket a rannamzerioù evel en Norzh pe ar Su d'an trovanoù. Alies e vez heol kras war an deiz ha glaveier arnevek kreñv da serr-noz.
Hanter-hanter, mui-pe-vui diouzh al lec'h, eo dasparzh an deiz hag an noz bemdez.
Seul belloc'h eus ar C'heheder seul aliesoc'h e vez ur meni rannamzer arsec'h hag unan arc'hleb. Uheloc'h en Norzh hag izeloc'h er Su hepken e krog ar rannammazerioù gwirion d'em staliañ ha da levezoniñ buhez ar plant, al loened hag an dud.
Derez-hin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre 25 ha 30 °C e chom an derez-hin hervez al lec'h, ha ne gemm ket muioc'h eget ± 3-5 °C etre deroù ha dibenn ur bloavezh. Damheñvel e pep lec'h ivez eo an diforc'h etre gwrez an deiz ha gwrez an noz.
- Seul belloc'h eus ar C'heheder, seul vrasoc'h an diforc'h etre an derezioù-hin muzuliet war ur bloavezh.
- Seul uheloc'h al lec'h, seul yenoc'h an amzer eus 0.6 °C bep 100 metrad a bouez-krec'h.
Glavegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kalz a c'hlav a ra war ar c'hoadegi trovanel : etre 2 000 ha 5 000 mm/m² dre vloavezh (keidenn : 3 500 mm/m²), ha bepred muioc'h eget 100 mm/m² bep miz (keidenn : 300 mm/m²). Ingal e ra glav ivez, da lavaret eo e-pad an tri c'hard eus ar bloavezh, alese ur feur-glebor keitat a 80 % da live an douar.
El lec'hioù uheloc'h eget 1 000 m hag izeloc'h eget 3 000 m e ra muioc'h a c'hlav c'hoazh : etre 2 000 ha 8 000 mm/m² dre vloavezh.
Avelioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An avelioù-kenwerzh pe alizeioù eo an avelioù pennañ en drevreizhiad-se, a c'hwezh eus ar Biz en Hantervoul norzh hag eus ar Gevred en Hantervoul su.
El lec'hioù tost d'ar C'heheder e c'hwezh avelioù-kenwerzh o tont eus ar meurvor : avelioù klouar ha gorrek int, pa ne c'hwezhont ket buanoc'h eget 20 km dre eurvezh, ha karget a c'hlaveier a zegasont d'al lec'hioù etre live ar mor ha 2 000 metrad uhelder.
Pelloc'h diouzh ar C'heheder e c'hwezh alizeoù-kevandir a zo sec'h hag a zegas sec'hor neuze.
Emframm
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pemp gwiskad a gonter peurliesañ en un troc'had koadeg trovanel gleb, eus an traoñ d'al laez, pep unan o vezañ annezadur spesadoù loened na gaver ket er gwiskadoù all : leur-zouar, bodoù, kefioù, gwrizioù ha dangorz, bolz an deliaoueg, toenn ar goadeg.
Al leur-zouar hag ar bodoù : an dangoad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tanav eo an dangoad er c'hoadegi trovanel gleb abalamour da stankder deliaoueg laez ar gwez, a vir ouzh gouloù an heol a dizhout live an douar[2] Dre se ez eo aes d'al loened ha d'an dud kerzhet en dangoad, hogen pa vez un troc'h e danvez ar goadeg e vez an douar aloubet gant plant difraoster : troelloù ha gwez yaouank a dro buan an dangoadoù da vrousgwez ha pelloc'h da janglennoù par da re India pe Azia ar Gevred[3].
Bresk ha paour eo leur-zouar ar c'hoadegi trovanel gleb neuze. Riñset e vez gant ar glavioù kreñv, hag en abeg d'ar wrez ha d'ar glebor e vregn buan ar plant marv : o danvezioù magus a vez lonket gant ar re vev pe kaset betek an dourioù danzouar. Kement-se a vir ouzh stummadur gwiskadoù rotel.
Tolpadur uhel an oksidennoù aluminiom ha houarn en douar a ro dezhañ al liv arruz a gaver e pep koadeg trovanel gleb. E tachennoù nevesoc'h en istor ar blanedenn, evel ar re stummet a-c'houde tarzhadennoù menezioù-tan, e c'hall al leur-zouar bezañ strujusoc'h, ha muioc'h c'hoazh e lod koadegi a zo a-hed stêrioù peogwir e vez dilezet eno ur gwelead lec'hid gant an dourgreskoù bloaziek.
Pa vez distrujet leur-zouar ar goadeg gant an tan pe ar c'heuneuta e vez diaes-bras dezhi en em adsevel rak buan e teu da vezañ kalet ha trouskennek kent treiñ d'un meni gorread brikennoù.
Kefioù, gwrizioù ha dangorz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daoust da baourentez al leur-zouar ez eo stank-tre danvez ar goadeg etre douar ha deliaoueg : ur rouestlad plant a bep doare, pep unan o klask lonkañ ar muiañ a c'houloù ma c'hall evit kreskiñ war-du muioc'h c'hoazh a c'houloù ha treuziñ an deliaoueg a-benn bezañ en doenn ha kouronkañ en heol.
A-drugarez d'ar wrez ha dreist-holl d'ar glebor e paot ar plant kenvevat, da lavaret eo plant a gresk war blant all hep bevañ diwarno : kinvi ha touskan, togoù-touseg hag orkide, o kreskiñ war kefioù ha skourroù ar gwez, da skouer. Gwelet ez eus bet skourroù tev o terriñ en abeg d'an tonennadoù dour bet dastumet en aer gant ar plant-se.
Er c'hoadegi uhel, adal 1 000 metrad a-us live ar mor, e kaver ar muiañ a blant kenvevat, en abeg da c'hlebor al latar a vez eno a-hed an amzer.
Bolz an deliaoueg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Muioc'h a c'houloù zo en deliaoueg, bras eo an delioù ha kreñv ar skourroù evit harpañ toenn ar goadeg.
Eno e kaver ar muiañ a spesadoù loened, eus an amprevaned munutañ betek ar bronneged bras.
Toenn ar goadeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un drevreizhiad a-bezh eo toenn ar c'hoadegi trovanel gleb.
Enno hepken e kaver ar gwiskad-mañ, a zo e gwirionez laez gwez a gresk betek 70 pe 80 metrad a-us al leur-zouar. N'eo ket stank ar struj el live-se, hogen gouest eo da zelc'her penn da dommder an heol, da nerzh an avelioù ha d'un aergelc'h kalz sec'hoc'h eget en traoñ.
Ar mangrov
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mangrov[4] a reer eus un drevreizhiad geunioù-mor na gaver nemet war estran an aodoù trovanel izel hag e penn lod stêrioù.
Er bloavezh 2000 e oa 170 000 km² a vangrovoù etre an trovanoù[5].
Gwez dibar azasaet d'ur metoù dourek ha holenek, paletuvez dreist-holl, a gresk er mangrovoù, a zo trevreizhiadoù juntrat etre ar c'hoadegi trovanel gleb hag ar meurvorioù.
Bevoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er c'hoadegi trovanel gleb e kaver war-dro an hanter eus an holl spesadoù loened ha plant a vev war an Douar[6].
An darn vrasañ eus ar spesadoù n'int ket renablet c'hoazh gant ar skiantourien.
"Skevent ar blanedenn" a reer alies eus ar c'hoadegi trovanel gleb, petra bennak ma n'eus diazez skiantel ebet d'al lesanv-se abalamour d'ar c'hempouez etre ar c'hementad ag oksigen a lonkont ha hini an oksigen a daolont en aergelc'h[7]. War divoud ar CO2 (divoksidenn garbon) e hañval ar c'hoadegi trovanel gleb mirout un tammig muioc'h anezhi eget ma taolont en aergelc'h ; bihanaat an efed ti-gwer e rajent neuze, hogen dre ma c'hounez an dud tachennoù-labour diwar goust ar goadeg dre he leskiñ ez eus muioc'h a CO2 taolet. Klasket ez eus bet koulskoude plantañ koadegi nevez a-benn gwellaat an traoù, daoust da baourentez al leur-zouar.
Loened
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kalz spesadoù loened a gaver er c'hoadegi trovanel gleb : laboused dibar, naered ha stlejviled a-vil-vern, eskell-kroc'hen, marmouzed ha gorilhed, kigdebrerien evel tigred ha kazheged all, ha geotdebrerien evel tapired... Diniver eo ar spesadoù amprevaned ivez, eus ar c'hwiled bihanañ betek ar balafenned brasañ.
E bolz an deliaoueg e vev an darn vrasañ eus al loened. E toenn ar goadeg e vev erered e-touez ar spesadoù all (balafenned, eskell-kroc'hen, marmouzed hag all).
Plant
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War-dro 70 % eus ar spesadoù plant bet renablet er bed a vev er c'hoadegi trovanel gleb.
Gwez ha plant bleuñvek zo dreist-holl ; bez' e c'haller kavout etre 80 ha 200 spesad gwez dre hektar, da lavaret eo meur a wezenn disheñvel dre vetrad-skouer, ha dibaot a wezh e kaver div wezenn eus an hevelep spesad o kreskiñ wan an hevelep hektar. N'eus spesadoù trec'h nemet war harzoù ar goadeg hag er mangrovoù.
Uhel-uhel eo ar gwez, a gresk gorrek war-du toenn ar goadeg kent startaat o sav dre ledanaat hag uhelaat o gwrizioù. Hir-kenañ eo an delioù peurliesañ, a-benn skarzhañ an dour a vir ouzh ar gwez ag analat hag a ro tu d'ar plant kenvevat da neriñ. Dre ma n'eus ket a c'hoañvezh ne goll ket ar gwez o delioù, ha ne gaver hogos broñsenn ebet.
En dangoad ne c'hall kreskiñ nemet plant ha brouskoadoù boas d'an damdeñvalijenn ; troelloù a-vil-vern a zo war skourroù izel ar gwez, o virout c'hoazh ouzh ar gouloù a dremen. Dre vras e c'haller lavaret ne gresk er c'hoadegi trovanel gleb nemet struj a c'hall dreistbevañ al latar hag ar glebor dizehan.
En abeg da stankter ar struj ha d'an delioù a chom bras ha glas bepred ne c'hall ket ar gouloù sklêrijennañ treuziñ ar pemp gwiskad eus an oabl betek al leur-zouar, ar pezh a vir ouzh an dud a c'hounit tra pe dra er goadeg dre al labour-douar hep he diskar.
An dud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a boblad chaseerien-dastumerien a vev er c'hoadegi trovanel gleb. Dre ma vez liesseurt-meurbet al loened hag ar plant war gorread un hektar hepken e rank an dud bezañ hanter-gantreerien a vev gwezh er goadeg gwezh er savanenn. Pobladoù zo a vev diwar kenwerzh kenderc'hadoù ar goadeg[8].
Trevidigezh ar goadeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Prenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eus tener da galet-spontus, eus arwenn da zu en em astenn skeul an doareoù prennoù a c'haller tennañ diouzh ar c'hoadegi trovanel gleb. Klask zo warno er bed a-bezh evit fardañ arrebeuri, binvioù-seniñ, pezhioù-kinklañ hag all.
Lod Stadoù hag embregerezhioù lec'hiel pe etrebroadel a labour er goadeg evit trevekaat ar prenn, ar pezh a c'hall kas an drevreizhiad d'an arvar (gwelit amañ a-is).
Louzaouennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]"Brasañ stal-apotikerezh ar blanedenn" a reer eus ar c'hoadegi trovanel gleb, pa gresk enno war-dro ur c'hard eus ar plant a vez arveret er vezegiezh[9].
A-douez al louzoù a vez arveret er vezegiezh a-vremañ e c'haller menegiñ ar re hilastaler a vir ouzh genel bugale, ar c'hokain a zo implijet evel broud, ar morfin enep ar boan, an d-tubokurarin a zo un ahuner hag ar c'hinin a stourm ouzh ar malaria (terzhienn ar paludoù).
Un drevreizhiad en arvar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En tu all d'o ferzh armerzhel e levezon ar c'hoadegi mirerezh liested ar vuhez, e reoliont ar glaveier, e warezont an douaroù, nes komz eus o ferzh e sevenadur ha relijionoù an dud a vev enno pe tro-dro dezho.
Daoust da gement-se e kendalc'h mab-den da ziskar gwez hep em soñjal pelloc'h.
D'an digoadegañ e kas trevidigezh ar prenn pa vez graet betek re, ar pezh a c'hoarvez aliesoc'h-aliesañ abaoe an 20vet kantved ma 'z eo gorread ar c'hoadegi trovanel gleb krennet eus 50 %[10].
Ar c'hoadegi o vont da get
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez Ensavadur evit ar Boued hag al Labour-douar (EBLD) ar Broadoù Unanet e vez diskaret tremen 13 milion a hektaroù er c'hoadegi trovanel gleb bep bloaz (renabl e 2005)[11]
[12]. E Suamerika e koll stêrdachenn Amazonia 25 000 km² bep bloaz (da lavaret eo Breizh hep Bro-Naoned), en Indonezia e koller 49 km² bemdez (2 % eus ar goadeg o vont da get bep bloaz), ar mangrovoù zoken zo bet krennet eus 20 % etre 1980 ha hiziv.
Estreget labour armerzhel mab-den e c'hall ar c'hoadegi trovanel mervel abalamour da dangwalloù a zeu diwar gazoù naturel, hogen greanterezh ar prenn eo ar pennabeg : benet e vez gwez a zo, diskaret reoù all, ha buan e tro ar goadeg da barkeier pe da annezioù[13].
Eus ar goadeg d'al labour-douar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dre astenn al labour-douar ez eus bet gounezet gorreadoù bras diwar goust ar c'hoadegi trovanel gleb. A-wezhioù, evel en Indonezia pe e stêrdachenn an Amazon, ez eo embregerezhioù meur dreistbroadel war dachenn al labour-douar pe ar magañ-loened a zistruj ar goadeg evit o c'hounid prevez. E lec'hioù all, evel en Afrika, ez eo kresk ar boblañs ha dasparzh dizingal an douaroù a gas ar beorien da zeviñ tachennadoù a-benn labourat an douar, hogen dre ma'z eo skañv ha paour al leur-zouar ez eont da zidalvez goude tri pe bevar eost.
En desped da gement-se e vez troet ar goadeg trovanel da blantadegoù gwez-palmez eoulek, eukaliptuz, gwez-pin, da barkadoù soja, korz-sukr pe da gêriadennoù. Mengleuzioù a douller ivez.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Tropical Broadleaf Evergreen Forest: The Rainforest Radford University, Radford, Virginia, SUA.
- ↑ RITTER Michael, The Forest Biome, University of Wisconsin, USA.
- ↑ Tropical Rain Forest, Glossary of Meteorology, American Meteorological Society, USA
- ↑ Amspis eo gerdarzh ar ger saoznek mangrov. Gwelit Online Etymology Dictionary, Centre National de Ressources Textuelles et Lexicales. Digemm e chom ar ger e brezhoneg, hervez Ofis ar Brezhoneg.
- ↑ ONU e galleg, UNO e saozneg
- ↑ The Tropical Rain Forest. University of Michigan, USA.
- ↑ BROECKER W.S., Breathing easy : Et tu, O2 ? Columbia University
- ↑ BAILEY R. C, HEAD G., JENIKE M., OWEN B., RECHTMAN R., ZECHENTER E., Hunting and gathering in tropical rainforest: is it possible? American Anthropologist, vol. 91:1 /pp. 59-82, 1989, American Anthropological Association
- ↑ Why Are Rainforests Important ? Rainforest Concern
- ↑ Brazil: Deforestation rises sharply as farmers push into Amazon The Guardian, 1añ a viz Gwengolo 2008
China is black hole of Asia's deforestation, Asia News, 24 a viz Meurzh 2008 - ↑ Broadoù Unanet / EBLD
- ↑ Situation de forêts du monde, Broadoù Unanet / EBLD
- ↑ ASNER Gregory P. Asner, KNAPP David E., BROADBENT Eben N., OLIVEIRA Paulo J. C., KELLER Michael, SILVA José N., Selective Logging in the Brazilian Amazon, Science Magazine, 21 a viz Here 2005, Vol. 310 / #5747, pp. 480
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn](Gwiriekaet d'ar 24 a viz C'hwevrer 2019)