Kaledvoulc'h

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Excalibur the Sword , skeudenn gant Howard Pyle, 1902. Ne vez ket desket d'ar Vretoned yaouank anv orin kleze Arzhur.
Penaos e voe taolet ar c'hleze Kaledvoulc'h e-barzh an dour gant Sir Bedivere, gant Aubrey Beardsley (1894)

Kaledvoulc'h (e brezhoneg) pe Caledfwlch (e kembraeg) eo anv kleze mojennel ar roue Arzhur (Kalesvol e kerneveureg) hervez ar mojennoù predenek (tud Kembre a lavar "kembraek") a zo diazez mojenn Arzhur. A-wechoù e lavarer en deus galloudiezhoù hud, pe lakaet e vez da vout arouez mestroniezh Enez Vreizh.

Excalibur[kemmañ]

Met n'eo ket Kaledvoulc'h an anv anavezetañ, rak en holl yezhoù all e vez graet gant an anv gallek, deuet diwar al latin, Excalibur, ken ne oar ket an darn vrasañ eus ar Vretoned eo un anv brezhonek e oa da gentañ, hag a zo bet troet goude, e latin da gentañ, ha diwar-se e galleg.

Gerdarzh[kemmañ]

Kaledvoulc'h[kemmañ]

Savet e vije an anv predenek-kembraek-se gant ar gerioù caled (kalet) ha bwlch (boulc'h)[1]. Gallout a rafe an anv dont eus hini ur c'hleze-luc'h, caladbolg e anv, e henvojennoù Iwerzhon.

Alies e vez lavaret e tenn Kaledvoulc'h d'an anv Caladbolg, hini ur c'hleze douget gant meur a zen eus mojennoù gouezelek Iwerzhon. Koulskoude ne gav ket da Rachel Bromwich na D. Simon Evans e vije gwirheñvel e vije bet amprestet an anv Caledfwlch eus an anv gouezelek Caladbolg. Kavout a ra dezho int daou anv "savet pell zo da envel ur c'hleze" ; hag ar c'hleze-se a deuas da vout perc'henniezh Arzhur er mojennoù predenek.[2]

Excalibur[kemmañ]

Kembraeg a ouie Jafrez Menoe, ha gantañ e voe latinekaet anv Kaledvoulc'h a zeuas da vezañ Caliburnus, en e levr Historia Regum Britanniae. Caliburnus pe Caliburn a droas neuze da Excalibur, Escalibor, pa voe kontet an istor e galleg.

Kavout a ra d'ar geltiegourien peurvuiañ e teu Caliburnus Jafrez Menoe eus ur stumm hengembraek kavet gantañ en un dornskrid kollet abaoe. E-barzh hennezh e oa chomet ar ger bwlch digemm, ha ne oa ket troet da fwlch c'hoazh.[3]

Kaledvoulc'h

Er skridoù kozh[kemmañ]

Da gentañ-penn e kaver anv Kaledvoulc'h e skridoù kembraek, evel ar varzhoneg Preiddeu Annwfn hag an danevell Culhwch ac Olwen, er Mabinogi, skrivet war-dro ar bloaz 1100 war a greder.

Diwezhatoc'h e kaver an anv e skridoù kembraek a zo azasadurioù eus danvez estren, latin pe gallek, evel ar Brut, diazezet war oberenn Jafrez Menoe.

Istor[kemmañ]

Un delwenn da Excalibur e Kingston Maurward

XXvet kantved[kemmañ]

Kemeret e oa bet anv Kaledvoulc'h da anv-pluenn gant ar barzh Erwan Berthou.

Pennadoù kar[kemmañ]


Notennoù[kemmañ]

  1. R. Bromwich and D. Simon Evans, Culhwch and Olwen. An Edition and Study of the Oldest Arthurian Tale (Cardiff: University of Wales Press, 1992), pp.64-5
  2. R. Bromwich and D. Simon Evans, Culhwch and Olwen. An Edition and Study of the Oldest Arthurian Tale (Cardiff: University of Wales Press, 1992), p.65; gwelout ivez T. Green, Concepts of Arthur (Stroud: Tempus, 2007), p.156
  3. P. K. Ford, "On the Significance of some Arthurian Names in Welsh" in Bulletin of the Board of Celtic Studies 30 (1983), pp.268-73 at p.271; R. Bromwich ha D. Simon Evans, Culhwch and Olwen. An Edition and Study of the Oldest Arthurian Tale (Cardiff: University of Wales Press, 1992), p.64; James MacKillop, Dictionary of Celtic Mythology (Oxford: Oxford University Press, 1998), pp.64-65, 174.

Lennadurezh[kemmañ]

  • Alexandre, M. Merlin: roman du XIIIe siècle (Geneva: Droz, 1979)
  • Bromwich, R. and Simon Evans, D. Culhwch and Olwen. An Edition and Study of the Oldest Arthurian Tale (Cardiff: University of Wales Press, 1992)
  • Ford, P.K. "On the Significance of some Arthurian Names in Welsh" in Bulletin of the Board of Celtic Studies 30 (1983), pp.268–73
  • Gantz, Jeffrey (translator) (1987). The Mabinogion. New York: Penguin. ISBN 0-14-044322-3.
  • Green, T. Concepts of Arthur (Stroud: Tempus, 2007) ISBN 978-0-7524-4461-1 [1]
  • Jones, T. and Jones, G. The Mabinogion (London: Dent, 1949)
  • Lacy, N. J. Lancelot-Grail: The Old French Arthurian Vulgate and Post-Vulgate in Translation (New York: Garland, 1992-6), 5 vols
  • Lacy, N. J (ed). The New Arthurian Encyclopedia. (London: Garland. 1996). ISBN 0-8153-2303-4.
  • MacKillop, J. Dictionary of Celtic Mythology (Oxford: Oxford University Press, 1998)