Merzhin

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask


Merzhin o lavarout e varzhonegoù d'un den d'o skrivañ, hervez ul levr gallek eus an XIIIvet kantved.
Ur ramz o sikour Merzhin da sevel Stonehenge. Tennet eus unan eus dornskidoù ar Roman de Brut gant Wace (British Library, Egerton 3208)

Merzhin (hag ivez Marzhin), pe Merlin (Merlinus e latin), zo anv un den, hudour ha diouganer, e mojennoù ar Vrezhoned, stag ouzh mojennoù ar Roue Arzhur.

Jafrez Menoe[kemmañ]

Brudet eo bet dreist-holl gant an oberenn Historia Regum Britanniae, skrivet gant Jafrez Menoe war-dro 1136. Gallout a rafe e grouidigezh, Merlinus, dont eus meur a zen pe a dudenn vojennel.

Savet eo da gentañ diwar Myrddin Wyllt (Merlinus Caledonensis), ur foll eus an Hanternoz Kozh, hep darempred gant ar roue Arzhur. Hervez ar vojenn e vije troet foll goude gwelout emgann ha brezel, ha tec'het e vije d'ar c'hoadoù er Vivet kantved.

Mesket e vije bet goude gant istorioù eus Ambrosius Aurelianus, aet d'ober Merlin Ambrosius, pe Myrddin Emrys e kembraeg a vremañ.

Oberennoù Jafrez[kemmañ]

  • E-barzh Prophetiae Merlini (Diouganoù Merlin), e lavar Jafrez skrivañ komzoù gwirion ar barzh foll. Met ne zesker ket nemeur a dra diwar-benn an diouganer.
  • E-barzh Historia Regum Britanniae e lak war e gont istorioù diwar-benn Aurelius Ambrosius, tapet eus Historia Brittonum Nennius' .
  • E-barzh Vita Merlini e tiazez e vuhezskrid war Merzhin ar VIvet kantved. Klask a ra diskouez eo ar memes den Myrddin Wyllt ha "Merlin Ambrosius", anv a ra eus ar roue Arzhur hag eus e varv evel en Historia Regum Britanniae.

Berzh a reas Merlinus Jafrez, hag adkemeret e voe e grouidigezh gant skrivagnerien all.

Merlin Ambrosius, pe Myrddin Emrys[kemmañ]

Danevell Jafrez diwar-benn yaouankiz Merlin Ambrosius en Historia Regum Britanniae zo tapet diwar istor Ambrosius en Historia Brittonum.

Kaeraat a ra an danevell a zo lakaet gantañ da c'hoarvezout e Caerfyrddin, e kreisteiz Kembre. Met pa weled Ambrosius, e levr Nennius, evel ur mab d'ur c'honsul roman, e lavar Jafrez deomp eo ganet e v-Merlin-eñ eus un incubus.

Triadoù[kemmañ]

Meneget eo an anv Myrddin en Trioedd Ynys Prydein. Tri barzh zo en Enez Vreizh, a lenner: Taliesin, penn ar varzhed, Myrddin Wyllt (Merzhin Ouez), ha Myrddin Emrys (Merlinus Ambrosius). Soñjal a reer n'eo an daou Vyrddin-se nemet div skeudenn eus ar memes tudenn. Mojennoù damheñvel a gaver diwar-benn an daou

Merzhin ha Myrddin[kemmañ]

Dont a ra an anv Merzhin eus Myrddin e kembraeg.
Hervez lod e teufe Myrddin eus « mori-dunon », hag e talvezje « kreñvlec'h ar mor». Koulskoude ne vez ket kaoz eus ar mor gwall alies e mojennoù Merzhin.
Kavout a reer anv Myrddin en anv-lec'h Caerfyrddin. Kavout a reer ar stumm Marzin er Barzaz Breiz ha Marzhin gant kalzik a skrivagnerien ha kanerien goude (Langleiz...).

Merlinus[kemmañ]

Merlinus eo an anv e-barzh oberenn Jafrez Menoe. Hervez Yann-Ber Piriou, adkemeret gantañ tezenn Gaston Paris, e c'hallje bezañ bet lakaet « Merlinus » e latin e-lec'h ar stumm reizh « Merdinus » abalamour ma sone dizereat un tamm-mat.
Testeniakaet eo ar furm Merlin, hag ivez Merlik, er c'hontadennoù-pobl brezhonek.


Notennoù[kemmañ]


Pennadoù kar[kemmañ]

Lennadurezh[kemmañ]

  • Lacy, Norris J. (Ed.) (1991). The New Arthurian Encyclopedia. New York: Garland. ISBN 0-8240-4377-4.
  • Loomis, Roger Sherman (1927). Celtic Myth and Arthurian Romance. Columbia University Press.
  • Monmouth, Geoffrey. The History of the Kings of Britain. The Romance of Arthur. Ed. James J. Wilhelm. New York: Garland Publishing, 1994. 63-93.