Aubrey Beardsley
| Aubrey Beardsley | |
|---|---|
Aubrey Beardsley e 1896 |
|
| Anv ofisiel | Aubrey Vincent Beardsley |
| Ganedigezh | 21 a viz Eost 1872 e Brighton |
| Marvidigezh | 16 a viz Meurzh 1898 e Menton |
| Yezh skrivañ | saozneg |
| kemmañ |
|
Aubrey Vincent Beardsley (21 a viz Eost 1872 e Brighton - 16 a viz Meurzh 1898 e Menton) a oa ur skrivagner hag ur skeudenner breizhveuriat.
E vuhez [kemmañ]
E familh en em stalias e Londrez e 1883, hag er bloavezhioù da heul e voe diksouezet Beardsley, asambles gant e c'hoar, e-pad sonadegoù, rak barrek-tre e oa war ar seniñ. E 1884 e voe kaset da Hove and Sussex Grammar School (Brighton) hag e 1888 e voe degemeret evel skoazeller gant ur savour. E 1891, diwar ali Pierre Puvis de Chavannes ha hini Edward Burne-Jones, e stagas gant an arzoù da vat. E 1892 e heulias kentelioù e skol-arzoù Westminster. Brudet e teuas da vezañ a-drugarez d'an tresadennoù a reas evit ar gelaouenn anvet The Yellow Book. Labourat a reas ivez evit div gelaouenn all : The Savoy ha The Studio. Skeudenniñ a reas testennoù liesseurt evel La Morte d'Arthur (gant Thomas Malory), Lysistrata, pe c'hoazh Salomé (Oscar Wilde). Skrivañ a reas ivez un un istor erotek chomet diechu diwar-benn mojenn Tannhäuser. Flemmskeudennoù a dresas ivez. E dibenn e vuhez e kemmas e gredenn hag e teuas da vezañ katolik. Neuze e c'houlennas digant e embanner (Leonard Smithers) distruj an holl dresadennoù en doa savet evit Lysistrata. Smithers ne reas ket, er c'hontrol e kendalc'has da werzhañ tresadennoù Beardsley ha tresadennoù faos. Mervel a reas Beardsley abalamour d'an droug-skevent pa oa 25 bloaz.