Vortigern

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Vortigern

Vortigern (Guorthigern en henvrezhoneg, Gourziern e brezhoneg a-vremañ, Gwrtheyrn e kembraeg a-vremañ) a oa ur roue brezhon en Enez Vreizh er Vvet kantved. Peuzsur e oar ez eus bet anezhañ, met mojenn zo muioc'h en-dro dezhañ eget fedoù asur diwar e benn. Kontet e vez e en devoa pedet ar Saozon da ziazezañ en Enez Vreizh, evel goprsoudarded, met pa voent eno en em savjont da grouiñ o rouantelezhioù dezho. Kement-se a sachas gwall vrud dezhañ, ha kontet eo da vezañ bet ur roue eus ar re fallañ er mojennoù.

Istorioù Vortigern[kemmañ]

Gweltaz[kemmañ]

Sant Gweltaz an hini kentañ a ra anv eus Vortigern en e levr De excidio Britanniae (Diwar-bouez kouezhadenn Breizh) e deroù ar VIvet kantved.

Er pennad 23 e skriv penaos e reas "an holl guzulierien, a-gevret gant an tirant lorc'hus-se [omnes consiliarii una cum superbo tyranno] ur fazi bras o pediñ "ar Saozon kriz ha difeiz" da chom en Enez Vreizh.

Hervez Gweltaz e teuas ur strolladig anezho da gentañ, da ziazezañ "e reter an enez, pedet gant an tirant gwallchañsus [infaustus]". Hag ar re-se a bedas muioc'h a genvroiz c'hoazh, ma kreskas o zrevadenn. Goude e c'houlennas ar Saozon ma vije kresket o goproù, pezh a voe nac'het, ha neuze e voe torret an emglev etreze hag ar Vrezhoned, hag int da stagañ da breizhata dre ar vro.

N'eo ket sklaer hag-eñ e voe meneget anv Vortigern gant Gweltaz. En embannadurioù saoznek zo ne vez ket meneget e anv. Koulskoude eo roet gant daou zornskrid. E Codex Abrincencsis, anavezet ivez evel Mommsen's MS. A (e levraoueg kêr Avranches MS. 162) (XIIvet kantved), meneg eus superbo tyranno Vortigerno; ha Mommsen's MS. X (Cambridge University Library MS. Ff. I.27) (XIIIvet kantved) meneg eus Gurthigerno Brittanorum duce. Pa weler eo meneget an anv gant Bede e c'haller krediñ e oa roet gant Gweltaz ivez.

Hervez an toulladig munudoù roet gant Gweltaz e c'haller soñjal en dije klevet an istor (pe eñ pe marteze e gelaouer) gant Saozon.

  • Pa gomz eus pegement a Saozon a deuas da gentañ e lavar e oant deuet gant tri cyulis "evel a reont eus bagoù-brezel". Sed aze moarvat ar c'hentañ ger saoznek skrivet.
  • An eil tra eo hemañ: adlavarout a ra e oa bet "diouganet [d'ar Saozon] gant un diouganer en o zouez e vije dalc'het gante ar vro a oant o vont dezhi e-pad tri c'hant vloaz, hag an hanter eus an amzer, da lavarout eo kant hanter-kant vloaz, ne rafent nemet preizhata.

Kement-se n'hall ket bezañ bet lavaret nag ijinet gant ur Roman pe ur Brezhon.

Gwech ebet ne lavar Gweltaz e oa ur roue eus Vortigern. Un tirant eo (tyrannus), emezañ, met n'eo ket eñ an hini zo pennkaoz d'ar bedadenn graet d'ar Saozon. Er c'hontrol: ur c'huzul zo en-dro dezhañ, hag a c'hallfe bout ur gouarnamant gant dileuridi eus ar c'heodedoù (civitates), pe rannvroioù. Ne lavar ket Gweltaz e oa fall, met gwallchañsus (infaustus), dic'houest da varn, pezh a c'haller kompren, pa ziskouezas ar c'hoprsoudarded-se bout tud disleal.

Nec'h[kemmañ]

Kement ger skrivet gant Gweltaz zo bet pouezet ha dibouezet gant an istorourien evit klask gouzout hiroc'h.

Un dra a nec'h anezho eo ar ger implijet evit komz eus goproù ar Saozon (annonas, epimenia), da c'houzout hag-eñ e oant gerioù hervez ar gwir implijet er feurskridoù gant foederati, evel ma veze graet e dibenn amzervezh an Impalaeriezh roman da gavout soudarded e-touez ar Varbared da zifenn harzoù an impalaeriezh. N'ouzer ket hag-eñ e oa tud, anezho o-unan, a rae kemend-all.

Un dra nec'hus all d'an arbennigourion eo ar gerioù "e tu reter an enez": daoust pe aod Kent, pe East Anglia, pe Northumbria? Pe daoust ha strewet e oa ar Saozon un tamm e pep lec'h a-hed an aod reter?

Bede[kemmañ]

Kentañ hini a zalc'has kont eus skrid Gweltaz eo Bede, a vez istimet bras gant an istorourien a vremañ dre ma oa desket ha gouest da varn. Met an dra-se ne vern ket kalz pa gomz Bede eus ar Vvet ha VIvet kantved, eñ un den eus an VIIIvet kantved. Tost ger ha ger e kemer frazennoù Gweltaz en e Historia Ecclesiastica Gentis Anglorum ha De Temporum Ratione.

Historia Brittonum[kemmañ]

Lakaet eo an Historia Brittonum (Istor ar Vrezhoned), war gont un den anvet Nennius, manac'h eus Bangor, e Rouantelezh Gwynedd, e Kembre. Dastumet e oa bet an danvez anezhañ e deroù an IXvet kantved. "Nennius" eo an den kentañ a zuas brud Vortigern, a zo meneget koulskoude e lignez meur a dierniezh roueel kembreat. Tamallet e vez gwadorged da Vortigern (fazi moarvat diwar droukveskañ anvioù Vortigern ha Vortipor, tamallet a torfed -se dezhañ gant Gweltaz), bout torrer e le, treitour, karout ur baganez, ha sioù ha gwalloberoù a bep seurt, evel bout lorc'hus.

Vortigern el lennegezh[kemmañ]

Anavet eo William Henry Ireland evel falser hag oberour falsdornskridoù, diwar zorn William Shakespeare hervezañ. Kavet en doa, emezañ, ur pezh kollet anvet Vortigern and Rowena, a voe c'hoariet e Drury Lane d'an 2 a viz Ebrel 1796. Evel ma oa anat diouzh an doare-skrivañ n'halle ket bezañ labour Shakespeare, ha goapaet e voe ar pezh adalek ar c'hoariadenn gentañ.[1] Kement-se zo bet kontet er romantThe Lambs of London diwar zorn Peter Ackroyd e 2004.

Lennadurezh[kemmañ]


En e raok:
Constans
Roue Enez Vreizh
hervez ar vojenn)

thum
Gwrtheryn
Kentañ ren
???

War e lerc'h:
Vortimer
En e raok:
Vortimer
Roue Enez Vreizh
(hervez ar vojenn)
thum

Gwrtheryn
???
Eil ren
War e lerc'h:
Ambrosius Aurelianus

Notennoù[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]