Emgann Badon

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Emgann Badon
Bedivere.jpg

Ar roue Arzhur o resev Kaledvouc'h
Deiziad: etre 493 ha 516
Lec'h: Enez Vreizh
Disoc'h: trec'h ar Vrezhoned
Emgannerien
Brezhoned Angled-ha-Saozon
Pennoù-brezel
Arzhur Aelle Suseks
Niver a emgannerien
Dianav Dianav
Tud lazhet
Dianav Dianav

Emgann Badon (pe Brwydr Mynydd Baddon e Kembraeg) a voe unan eus an emgannoù ma oa bet trec'h ar roue Arzhur war an Angled hag ar Saozon, hervez an hengoun. Evel al lodenn vuiañ eus darvoudoù ar maread-se n'anavezer nemet nebeut a draoù diwar e benn. Ar ger a implij Gweltaz da gomz a-zivout an emgann (obessio) a zamveneg e voe ur seziz kentoc'h eget ur gwir emgann. N'anavezer ket kennebeut en un doare sur piv a oa pennoù an div lu na pelec'h e stourmjont. An Annales Cambriae a lâr e oa "Arzhur" e penn ar Vrezhoned met, daoust ma'z eo istorel an dud arall a venegont, an dra-se ne dalvez ket ne oa bet ket an Arzhur-se un den mojennek a vefe bet lakaet war e gont kurioù ur penn-brezel disoñjet.

An andonioù[kemmañ]

Anavezout a reer emgann Badon dre zaou andon dizalc'h, ar pezh a ziskouez n'eo ket mojennel an emgann. Gweltaz a veneg anezhañ en e De Excidio Britanniae ha lârout a ra o defe gounezet ar Vrezhoned un maread hir a beoc'h. Hervezañ e vefe c'hoarvezet an deiz ma oa ganet, 44 bloaz kent eta. Beda, a implije oberenn Gweltaz a lâr e c'hoarvezas an emgann 44 goude donedigezh ar Saozon e Preden avat ha n'eo ket sur pe eilstumm eo an hini mat. An dornskrid a rae Beda gantañ a oa koshoc'h eget an hini a zo en hor c'herz, met an dra-se ne dalvez ket e oa fiziusoc'h.

En Annales Cambriae eo meneget emgann Badon evel-hen :

516 : En Emgann Badon e tougas Arzhur kroaz hon Aotrou war e zivskoaz e-pad tri devezh ha teir nozvezh ha trec'h a voe ar Vrezhoned (Bellum Badonis in quo Arthur portuait crucem Domini nostri Iesu Christi tribus diebus et tribus noctibus in humeros suos et Brittones uictores fuerunt.)

An darn vrasañ eus ar glaskourien a gred ez eo "divskoaz" ur fazi hag eo ret lenn "skoed" en e lec'h. Daveiñ a rafe an destenn d'ur groaz livet war skoed Arzhur. Ur penn-brezel kristen a stourme ouzh enebourien bagan a vefe bet anezhañ.

An Historia Britonum skrivet gant Nennius war-dro 820 a gomz eus emgann Badon ivez, met dre ma oa bet skrivet diwezhat ne c'haller ket fiziout ennañ kement hag e Gweltaz pe en Annales Cambriae. Hervezañ e vefe bet c'hoarvezet emgann Badon e-kichen un dorgenn hag e vefe lazhet 940 a dud gant Arzhur e-unan.

Ouzhpenn-se ez eo meneget an emgann en ur varzhoniezh kembraek skrivet gant Taliesin (war-dro 534– war-dro 599). Hervezañ e vefe bet Arzhur e penn ar Vrezhoned.

Lec'h an emgann[kemmañ]

Mut ez eo hon andon diwar-benn lec'hiadur emgann Badon. Meur a vartezadenn a voe bet kinniget gant ar glaskourien, avat :


E Burzhudoù Preden eo meneget un andon tomm hag a vefe lec'hiet e-kichen "kouronkoù Badon" (in quo balnea sunt Badonis). N'eo ket sklaer tre an destenn met sblantout a ra emañ ar c'houronkoù-mañ e-kichen un andon hollenek lec'hiet e bro an Hwicce ha pell a-walc'h eus ar mor. An dra-mañ a zamveneg e c'hoarvezas Emgann Badon e-kichen Droitwich, lec'h ma kaver andonoù hollennek hag a voe e rouantelezh an Hwicce. Ouzhpenn-se, ur c'hlosenn e dornskrid Cambridge eus De Excidio Britanniae a lec'h an emgann e-kichen genou an Hafren (que prope ostium Sabrinum), ar pezh a c'hellfe klokañ ouzh Droitwich.

Kantvedoù goude an darvoudoù e voent skrivet an testennoù avat ha posupl eo e oa bet disoñjet dija lec'hiadur resis an emgann.

Amzeriad an emgann[kemmañ]

Hervez Gweltas e c'hoarvezas emgann Badon 44 bloavez kent an amzeriad ma skrive : "ad annum obsessionis Badonici montis ... quique quadragesimus quartus ut novi orditur annus mense iam uno emenso qui et meae nativitatis est". Gouzont a reer e oa bev c'hoazh Maelgwn Gwynedd, marvet e 547 pe 549, pa skrivas Gweltas De Excidio Britanniae, ar pezh a zamveneg e c'heller lec'hiañ amzeriad an emgann etre 503 ha 505.

Hervez Beda, avat, hag a implije un dornskrid koshoc'h eus De Excidio Britanniae e c'hoarvezas 44 bloavezh goude donedigezh ar Saozon (447 pe 449). An dra-se a lakafe amzeriad an emgann da 491 pe da 493.

Hervez an Annales Cambriae eo 516 amzeriad an emgann met tra ma implij an Annales Cambriae un daolenn-bask evit an amzeriadoù war-lerc'h 525, kalz nebeutoc'h fizus eo evit ar re arall. Ret eo dezhor notenniñ e venegont un emgann arall Arzhur Camlann e 537. Ma lec'hier Emgann Badon e 503 pe 493 e vefe ret dezhor martezeañ en-doa renet Arzhur etre 34 ha 40 bloavezh, ar pezh a zo hir evit ar maread-se.

Testeni Buhezioù ar Sent[kemmañ]

Ne ra ket anv Buhezioù ar Sent eus Emgann Badon, met diskleriadurioù a-zivout buhez Gweltaz a roont. En XIvet kantved e oant bet skrivet ha kalz eus ar pezh a lâront a zo faltazius. Un nebeud klaskourien avat a gred ne oa abeg ebet evit o skrivagnerien da falsañ an amzeriadoù. Ouzhpenn-se ar Buhezioù a veneg Gweltaz a zo dizalc'h an eil re diouzh ar re all rak implijout a reont dielloù eus manatioù disheñvel.

Hervez Buhezioù Sant Dewi, Sant Cadog ha Sant Gweltaz e weladennas Gweltaz abati Ty Gwyn e 527 pe 528 hag e oa a-enep anvidigezh Dewi evel an abad abalamour ma oa re yaouank. Hervez Buhez David, gant Rhygyfarch e oa bet Dewi studier Sant Pol Leon e-pad dek bloavezh. An dra-se a zamveneg e oa bet ganet war-dro 514. Rhygyfarch a lâr ivez e prezegas Gweltas da vamm Dewi pa oa brazez anezhañ. Ma oa kozh a-walc'h Gweltaz da brezeg e 514 diwirheñvel eo abalamour ma oa ganet kent 498.

Pennoù an armeoù[kemmañ]

Hervez Annales Cambriae e oa Arzhur a oa e penn ar Vrezhoned. N'hallet ket fiziañ kalz en Annales kent 525 met an anv a zo meneget en un arroudenn diwezhatoc'h. Un enskrivadur kavet e Tintagel en deus diskouezet e oa-bet ur penn-brezel brezhon en anv-se hag a oa oberiant er vro ma c'hoarvezas an emgann, war a seblant.

En ur varzhoniezh skrivet diwezhatoc'h gant Taliesin eo meneget Arzhur ivez. Posupl eo, avat eo Arzhur un dudenn liezelfennek a oa bet lakaet war e gont kurioù meur a zen, en o zouez ur penn-brezel eus ar Vvet kantved, an ofiser roman Lucius Artorius Castus pe tierned vrezhon evel Riothamus, Ambrosius Aurelianus, Owain Ddantgwyn ha Athrwys ap Meurig.

N'eo meneget anv rener ar Saozon gant testenn ebet met an hini nemetañ a oa oberiant en amzer an emgann-se e lodenn ar vro ma seblant bezañ c'hoarvezet a oa Aelle Sussex, hag a ra Beda ar Bretwealda kentañ anezhañ. Hervez un nebeud klaskerien e c'hellfe ivez bezañ bet penn ar Saozon met ne grogas da ren war Wessex nemet 519.

N'eo ket sur istoregezh Aelle, avat ha posupl eo e oa enebour "Arzhur" ur penn-brezel angl-ha-saoz arall a chomo e anv dianav dezhomp da viken.

Efed an Emgann[kemmañ]

Hag eñ n'eo ket sur amzeriad an emgann eo sklaer e harzas araokadenn ar saozon evit un hir a amzer. Gweltaz a lâr en-doa roet ar peoc'h d'ar Vrezhoned betek e amzer. N'haller ket atav fiziañ e Gweltas hag e levr a zo ur brezegenn kentoc'h eget ul levr istor met ne vije ket bet roet kred d'ar pezh a lavare ma vije bet Preden gwasket gant argasadennoù ar Saozon. Ouzhpenn-se tra ma ne gomz ket ar c'hronik angl-ha-saoz eus an emgann (peogwir e oa bet diazezet war barzhoniezhioù harozek moarvat), ez eus un troc'h a hogozik 70 bloavezh etre an daou vretwealda kentañ. Hervez Procopius ez eas kuit eus an enez strolladoù a Saozon peogwir e oa re boblet o zachennadoù. An dra-se a seblant diskouez e voe dalc'het ar Saozon e tachennoù strizh e-pad an amzer-se.

An arkeologiezh a zamveneg e oa bet dilezet kêriadennoù saoz war harzoù ar rouantelezhioù brezhon ha tachadoù brezhon bras a zalc'he e reter ha su an enezenn betek hanterenn gentañ ar c'hwec'hvet kantved, d'an nebeutañ.


Emgannoù Arzhur
Glein| Dubglas | Bassas| Coit Celidon

Castell Guinnion | Urbs Legionis

Tribruit |Agned |Breguoin |Badon
Camlann