Katigern
Katigern, pe Catigern Fendigaid (Katigern Benniget) hervez e lesanv, pe Cadeyrn Fendigaid pe Cadeyrn ap Vortigern e kembraeg a vremañ (405? - 447) a oa ur roue brezhon er Vvet kantved, e Powys moarvat.
Taolenn |
E anv [kemmañ]
Savet eo e anv diwar kad, ha tigern, tiern.
Istor [kemmañ]
Roue Powys e oa, ha hervez Historia Brittonum Nennius, e oa eil mab Vortigern (Gwrtheryn e kembraeg). Moarvat e oa dindan e dad a oa roue meur e kreisteiz Enez Vreizh. Benniget e oa bet gant Jermen Auxerre, eskob Auxerre e Galia, pa oa deuet d'ober e gentañ tro da Enez Vreizh en 429. Eus ar bennozh-se eo e teuas dezhañ e lesanv Catigern Fendigaid.
En 447, en em savas e vreur Vormiter a-enep e dad, ha Katigern (Cadeyrn) an hini a gasas an arme o zad a-enep d'an emsavad.
Hervez Historia Brittonum, oberenn Nennius, ha hervez ar C'hronik angl ha saoz e vije bet lazhet gant ar Saozon, er memes emgann hag ar priñs saoz Horsa en Emgann Aylesford e Kent war-dro 455. Beziet e vije bet nepell diouzh liaven Kit's Coty House, pe e-barzh al liaven end-eeun hervez ar vojenn.
A-wechoù e vez kemmesk etrezañ hag e vab Cadell, pe Cadell ap Cadeyrn hervez ar c'hembraeg a vremañ, lesanvet Cadell Ddyrnllwg, a voe roue war e lerc'h .
Marteze en doa ur mab all, Rhyddfedd Frych, pe Rhyddfedd ap Categern.
Notennoù [kemmañ]
| En e raok: Vortigern (Gwrtheryn) |
Roue Powys 430 - 447 |
War e lerc'h: Cadell Ddyrnllwg |