Cei

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Sir Kay a dorr e gleze en un tournamant, gant Howard Pyle

Kae, pe Cei e kembraeg (Keu e galleg) zo unan eus an harozed en-dro d'ar roue Arzhur e mojennoù Kembre, hag anvet Cai fab Cynyr pe Cai Hir.

El lennegezh kembraek[kemmañ]

Kaoz zo anezhañ e-barzh Culhwch ac Olwen, ha sikour a ra Culhwch en amprouennoù roet dezhañ gant Ysbaddaden Bencawr a-benn gallout dimeziñ da Olwen.

"Cai Hir" zo bras ha kreñv, feuls an tamm anezhañ. Eñ ha Bedivere zo daou eus ar c'hwec'h marc'hag dibabet da ambroug Culhwch, gant Gawain, pe Gwalchmei .

Cai an hini a ra an amprouenn gentañ, a zo mont da gerc'hat kleze Wrnach Wyddel. Eñ ivez, gant Bedwyr, a veaj war divskoaz Eog Llyn Llyw da glask penn da Mabon fab Modron.

Cei e mojennoù all[kemmañ]

Cei ha Bedivere a weler en Historia Regum Britanniae Jafrez Menoe o sikour ar roue Arzhur da drec'hiñ war Ramz Menez Mikael ar Mor. Lakaet eo gant Jafrez da vout kont Anjev,

Gant Chrétien de Troyes eo un den birvidik, feuls an tamm anezhañ, ha foeñvour diboell


El lennegezh kembraek ez eus anv eus e varv, lazhet gant Gwyddawg, hag Arthur o vont d'e zialañ. E skrid Jafrez Menoe hag en Alliterative Morte Arthure eo lazhet er brezel gant an impalaer roman Lucius .

Caer Gai zo bet anvet diwar e anv, ha meneget eo en oberennoù Beirdd yr Uchelwyr evel e lec'h-annez.

Notennoù[kemmañ]


Lennadurezh[kemmañ]

  • Meic Stephens (gol.) Cydymaith i Lenyddiaeth Gymraeg (Gwasg Prifysgol Cymru, 1986) ISBN 0-7083-0915-1

Liammoù diavaez[kemmañ]