Gwiana c'hall

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Gwiana
Ardamezioù logo
Gwiana c'hall
Anv kreoleg Gwiyan
Anv gallek (ofisiel) Guyane
Melestradurezh
Riez Frañs Frañs
Rannvro Gwiana c'hall
Pennlec'h
(prefeti)
Cayenne
Isprefetioù Saint-Laurent-du-Maroni
Prezidant ar c'huzul-departamant Alain Tien-Liong (MDES)
Prefed Éric Spitz
Kod EBSSA 973
Kod ISO 3166-2 FR-GF
Poblañsouriezh
Poblañs 237 549 ann. (2011)[1]
Stankter 3 ann./km²
Douaroniezh
Kenurzhiennoù 52° 59′ 20″ Su
5° 20′ 00″ Reter
/ -52.9889, 5.33333
Gorread 83 846 km²
Adrannoù
Arondisamantoù 2
Pastelloù-bro 2
Kantonioù 19
Etrekumuniezhioù 4
Kumunioù 22

Gwiana, pe a-wechoù Gwian (Gwiyan pe Lagwiyan pe La Gwiyan'n e kreoleg, (La) Guyane e galleg hag ent-ofisiel), a zo ur vro e biz Suamerika, a-hed ar Meurvor Atlantel.
E dalc'h Frañs emañ-hi. Un departamant tramor eo (DOM), hag evel holl DOMoù ar Republik c'hall eo ivez ur rannvro c'hall.
Unan eus seizh rannvro dreisttrobarzh Unaniezh Europa eo ivez.

An anv[kemmañ]

Graet e vez alies Gwiana c'hall[2], pe Gwiana Frañs, anezhi evit he dishañvalout diouzh ar pezh a oa Gwiana Vreizh-Veur gwechall (bremañ Guyana), Gwiana an Izelvroioù (bremañ Surinam), ha Gwiana Venezuela, ur rannvro eus Venezuela anvet Guayana.

Kêrioù ar vro:

Ar poblañsoù[kemmañ]

  • Ar Greoled, mesket du ha gwenn: 40 % eus ar boblañs;
  • An Amerindianed, kentañ pobl ar vro (Arawak, Lokono, Kalina, Wayana, Teko, Wayampi): etre 6 000 ha 9 000 den (5 % )
  • An Hmonged : 2 000 den (deuet eus Azia)
  • Ar re Zu maron pe ar Varoned (Saramaka, Paramaka, Boni) : 10 000 den
  • Ar re Wenn (deuet eus ar vro-benn): 12 % eus ar boblañs
  • Ar re arall (Sinaiz, Libaniz, Haitiz, Brazilianed)...

Notennoù[kemmañ]

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Istor Geografiezh 4re, TES, 2008, p. 378

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.