Duged Milano

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Savet e voe aotrouniezh Milano e-kerzh an XIIIvet kantved gant ezhec'h an Tiegezh Visconti. Miret e voe ganto ha kresket er XIVvet kantved, ken e teujont a-benn da gaout an titl a zuged digant an Impalaer santel roman ha german en 1395. Chom a rejont e penn an dugelezh betek kreiz ar XVvet kantved. Neuze e savas bec'h da c'houzout gant piv ec'h aje ar gurunenn kement ha ken bihan ma teuas Brezelioù Italia. Pa voent echu e tegouezhas dugelezh Milano etre daouarn an Tiegezh Habsbourg.


Kavet e vo amañ roll anvioù aotrouien ha duged dugelezh Milano .

Aotrouien Milano[kemmañ]

Tiegezh Visconti[kemmañ]

Blason famille it Visconti2.svg

1277-1291 : Ottone Visconti (1208 † 1295)

Ottone, arc'heskob Milano; ne oa ket aotrou, met kargoù un aotrou en doa;

1291-1302 : Matteo Iañ Visconti (1250 † 1322)

dimezet en 1269 da Bonacosa Borri († 1321)

1317-1322 : Matteo Iañ Visconti (d°)

kaset e oa bet kuit Matteo en 1302, ne oa bet anvet den ebet en e lec'h gant an impalaer santel, ha galvet e voe en-dro gant an impalaer en 1317

1322-1327 : Galeazzo Iañ Visconti (1277 † 1328), a voe aotrou war-lerc'h e dad;

dimezet da Beatrice d'Este († 1334), merc'h da Obizzo II d'Este

1327-1339 : Azzone Visconti (1302 † 1339), aotrou war-lerc'h e dad,

dimezet en 1330 da Catherine de Vaud († 1388), merc'h da Louis de Vaud, baron Vaud;

1339-1349 : Giovanni Visconti (1290 † 1354) ha Luchino Visconti (1292 † 1349), mibien da Matteo, a oa eontred da Azzone,

Giovanni a oa arc'heskob Milano ne oa ket dimezet,
Luchino, dimezet
en 1316 da Catherine Spinola († 1317),
en 1318 da Élisabeth Fieschi († 1333),
en 1339 da Yolande de Saluzzo.

1349-1354 : Giovanni Visconti (d°)

1354-1355 : Matteo II Visconti (1319 † 1355), Galeazzo II Visconti (1320 † 1378) ha Bernabò Visconti (1323 † 1385)

a oa tri mab da Stefano Visconti, a oa ur mab all da Matteo ha da Valentina Doria, ha nized et neveux des précédents
Matteo II a voe drouklazhet gant e vreudeur en 1355.
dimezet e oa bet Matteo II en 1341, da Gigliola Mantova († 1354), merc'h-vihan da Loeiz Iañ Gonzaga Mantova, markiz Mantova
Galeazzo II zo bet dimezet en 1350 da Bianca di Savoia († 1387), merc'h da Aymon de Savoie
Bernabò Visconti a oa bet dimezet en 1350, gant Beatrice della Scala (1331 † 1384)

1355-1378 : Galeazzo II Visconti ha Bernabò Visconti

1378-1385 : Bernabò Visconti; prizoniet e voe gant e niz, ha kontammet gantañ moarvat.

1385-1395 : Gian Galeazzo Visconti (1351 † 1402), mab da Galeazzo II ha da Bianca di Savoia, niz Bernabo ha muntrer e eontr;

anvet da zug Milano en 1395.
dimezet en 1361 da Izabel Bro-C'hall (1348-1372), merc'h d'ar roue gall Yann II.

Duged Milano[kemmañ]

Tiegezh Visconti[kemmañ]

1395-1402 : Gian Galeazzo Visconti (d°)

1402-1412 : Gian Maria Visconti (1389 † 1412), dug war-lerc'h e dad,

dimezet en 1408 da Antonia Malatesta

1412-1447 : e vreur Filippo Maria Visconti (1392 † 1447),

dimezet en 1412, da Beatrice Lascaris (1372 † 1418)
dimezet adarre en 1427, da Maria di Savoia (1411 † 1469), merc'h da Amedeo VIII Savoia
Pa varvas-eñ e oa meur a hini o c'houlenn kemer dugelezh Milano:
e verc'h bastard, Bianca Maria Visconti, pried Francesco Sforza,
e niz Charles d'Orléans, mab da Loeiz Iañ Orleañs ha da Valentina Visconti (1368-1408), a oa merc'h da Gian Galeazzo Visconti. Gant ar re Sforza ez eas an tu kreñv, petra bennak ma oa bet an Orleañsed ur pennad e penn an dugelezh.
Etre 1447 ha 1450 e voe kemeret lec'h an dugelezh gant ur Republik ambrozian a lakeas Francesco Sforza da zug goude.

Tiegezh Sforza hag Orleañsed[kemmañ]

Blason famille it Sforza.svg Duged Sforza Blason duche fr Orleans (moderne).svg Kevezerien Orléans
1450-1466 : Francesco Sforza (1401 † 1466)
dimezet, en 1441, da Bianca Maria Visconti, merc'h bastard da Filippo Maria Visconti ha da Agnese del Maino

1466-1476 : Galeazzo Maria Sforza (1444 † 1476), mab dezhañ

dimezet (1) en 1466 da Dorotea Mantova (1449 † 1467)
dimezet (2) en 1468 da Bona di Savoia (1449 † 1485)

1476-1494 : Gian Galeazzo Sforza (1469 † 1494), mab dezhañ ha da Bona di Savoia

dimezet en 1489 da Isabella di Napoli (1470 † 1524)

1494-1499 : Ludovico Sforza (1452 † 1508), mab da Francesco Sforza, eontr da Gian Galeazzo Sforza

dimezet en 1491 da Beatrice d'Este (1475 † 1497)
1447-1465 : Charles d'Orléans (1394-1465), mab da Loeiz Iañ Orléans ha da Valentina Visconti
dimezet (1) en 1406 da Isabelle de Valois (1389 † 1409)
dimezet (2) en 1410 da Bonne d'Armagnac (1392 † après 1415)
dimezet (3) en 1440 da Marie de Clèves (1426 † 1487)

1465-1499 : Louis II d'Orléans, roue Bro-C'hall (Loeiz XII) en 1498
mab dezhañ ha da Marie de Clèves

dimezet (1) en 1476 da Jeanne de France (1464 † 1505)
dimezet (2) en 1499 da Anna Vreizh (1477 † 1514)
dimezet (3) en 1514 da Mari Bro-Saoz (1496 † 1533)
1499-1500 : Ludovico Sforza 1499-1500 : Loeiz XII
1500-1501 : Ludovico Sforza 1500-1501 : Loeiz XII
1501-1508 : Ludovico Sforza

1508-1512 : Massimiliano Sforza (1493 † 1530 pe 1552), mab da Lodovico

dizimez ha divugel
1501-1512 : Loeiz XII
1512-1515 : Massimiliano Sforza 1512-1515 : Loeiz XII
1515-1529 : Massimiliano Sforza 1515-1529 : Frañsez Iañ (Bro-C'hall), deuñv da Loeiz XII, gourvab da Loeiz Iañ Orleañs ha da Valentina Visconti, en anv e bried kentañ Klaoda Bro-C'hall (1499-1524)
dimezet (1) en 1514 da Klaoda Bro-C'hall (1499 † 1524), merc'h da Loeiz XII ha da Anna Breizh,
dimezet (2) en 1530 da Leonor Aostria (1498 † 1558)

En 1529 , pa voe sinet peoc'h Cambrai, e tilezas e c'houlenn da gaout dugelezh Milano.

1529-1530 : Massimiliano Sforza

1530-1535 : Francesco II Sforza (1495 † 1535), breur da Massimiliano

dimezet en 1534 da Gristina Danmark (1521 † 1590)

Pa varvas e legadas e zugelezh da g-Karl V.

Tiegezh Habsbourg[kemmañ]

Adkemeret e voe an dugelezh gant Karl V, a anvas e vab da zug. Gant ar Spagnoled e chomas Milano betek 1713, goude ez eas gant Aostria betek 1859. Neuze e voe aloubet gant roue Sardigna a voe lakaet da roue Italia.