Gian Galeazzo Visconti
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Gian Galeazzo Visconti a oa un den a noblañs e Milano, e Lombardia, er Grennamzer, ganet d'ar 16 a viz Here 1351 ha marvet d'an 3 a viz Gwengolo 1402 e Melegnano, a voe aotrou e Milano en 1385 hag a voe an dug kentañ eno en 1395.
Taolenn |
[kemmañ] E vuhez
Mab e oa da Galeazzo II Visconti ha Bianca di Savoia.
E miz Mezheven 1360, tapet gantañ e nav bloaz, e voe dimezet da Isabelle de Valois, daouzek vloaz dezhi, a oa merc'h da Yann II, roue Bro-C'hall. [1] Setu unanet eta an Tiegezh Visconti hag an tiegezh roueel gall[2]. Evel argouroù degaset gant ar briñsez c'hall d'he fried e oa kontelezh Vertus (e Champagn), un titl nevez-grouet gant he zad roue a-benn an eured. Abalamour da se e veze lavaret anezhañ, dre fent, Conte di Virtù,kont ar Vertuz.
[kemmañ] O bugale
- Gian Galeazzo (1366-1373) a varvas da 7 vloaz,
- Azzone, ganet en 1368, a varvas e 1380, da 12 vloaz,
- Valentina , ganet en 1368,
- Carlo , ganet e miz Gwengolo 1372, a varvas ez-vihanik hag e vamm a varvas war-lerc'h he gwilioud d'an 11 a viz Gwengolo 1372 , ha hi 24 bloaz.
E dad Galeazzo II Visconti hag e eontr [[Barnabé Visconti|Barnabé] a oa o ren war un dro e Milano. Pa varvas e dad , d'ar 4 a viz Eost 1378, e voe lezet gant e eontr Barnabé da ren war lodenn gornaouek Lombardia, met evit Milano e embannas e miz Meurzh 1379 e oa e vibien Ludovico ha Rodolfo a oa e hêred nemeto. Neuze e c'houlennas Gian Galeazzo digant an impalaer [[Venceslas Iañ]] ar garg a vikel impalaerel war-lerc'h e dad, hag a voe roet dezhañ e miz Genver 1380. Barnabé ne reas ket heñvel, ha chom a reas e-unan er galloud.
D'an 2 a viz Here 1380, evit ober plijadur d'e eontr, e timezas Gian Galeazzo d'e geniterv Catarina, merc'h Barnabé. E 1385, gant skoazell e vamm Bianca di Savoia, e klaskas Gian Galeazzo diskar e dad-kaer. D'ar 6 a viz Mae 1385, gant Jacopo dal Verme, Ottone di Mandello ha Giovanni Malaspina, ha 500 goafer, e tapas krog e en e eontr hag en e zaou genderv Ludovico ha Rodolfo, hag e kraouias anezho e kastell Porta Giovia. Mervel a reas Barnabé er vac'h, d'an 19 a viz Kerzu 1385, kontammet war urzh Gian Galeazzo. E-pad 6 vloaz e oa bet o vagañ e gasoni a-raok kas an dorzh d'ar gêr.
[kemmañ] Gwelout
[kemmañ] Liammoù diavaez
- (it)Storiadimilano : Buhez Gian Galeazzo Visconti, berr-ha-berr
- (it)Euweb.cz : Gian Galeazzo Visconti el lignez Visconti
Fazi meneg <ref> tags exist, but no <references/> tag was found; $2