Tiegezh Sforza
Eus Wikipedia
Sforza zo anv un tiegezh italian brudet e mare an Azginivelezh, a oa e gavell e Dugelezh Milano.
ArdamezFrancesco Sforza : écartelé, au premier et au quatrième d'or à l'aigle éployée de sable, lampassée de gueules et couronnée du champ, au deuxième et au troisième d'argent au serpent en pal ondoyant d'azur couronné d'or engloutissant un enfant de carnation.
La guivre viscontienne vient du mariage avec Blanche Marie Visconti.
La guivre viscontienne vient du mariage avec Blanche Marie Visconti.
Taolenn |
Orin al lignez [kemmañ]
- Savet e voe al lignez gant Muzio Attendolo, lesanvet Sforza (an hini kreñv) (ganet e Cotignola e-tal Pescara en 1369, marvet en 1424), a oa condottiero o tont eus Romagna, hag a servijas rouaned anjevat Naplez. Al lignez-se eo a reas ar muiañ a verzh.
- E vab henañ a oa Francesco Sforza (1401-1466), a renas Dugelezh Milano er c'h-Quattrocento, hag a dapas an titl dug Milano war-lerc'h marvet an dug Filippo Maria Visconti e 1447, pa zimezas gant Bianca Maria Visconti, pennhêrez, ha war-lerc'h ar Republik Ambrozian (1447-1450). Eus an dimeziñ-se e teu al lignez.
- War-lerc'h Francesco Iañ e voe Galeazzo Maria Sforza (1444-1476), Dug adal 1466 betek e varv, a zimezas da Bona di Savoia.
- E vab Gian Galeazzo a renas war e lerc'h (1469-1494), nemet dre ma oa re yaouank ne oa ket evit gouarn; dimeziñ a reas da Isabella d'Aragon.
- E penn ar gouarnamant e oa an eontr Ludovico Sforza (il Moro), a voe anvet dug da varv e niz, a vije bet sikouret da vervel. Dimeziñ a reas d'ar briñsez Beatrice d'Este eus Ferrara. Trec'het e voe e 1500 gant armeoù gall ar roue Loeiz XII ha kaset da Vro-C'hall ha bac'het betek e varv.
- Pa voe skarzhet ar C'hallaoued gant ar Suised e teuas Massimiliano Sforza, mab da Ludovico, da vezañ dug. Met dont a reas ar C'hallaoued en-dro, trec'h e voent e Marignan, bac'het e voe an dug ha kaset da Vro-C'hall evel e dad araokañ.
Ar re Sforza, duged Milano [kemmañ]
- Francesco Iañ Sforza 1450-1466
- Galeazzo Maria Sforza 1466-1476
- Gian Galeazzo Sforza 1476-1494
- Ludovico Sforza 1494-1499 ha 1500-1501
- Massimiliano Sforza 1512-1515
- Francesco II Sforza 1521-1524, 1525-1526 et 1529-1535
Gwelout ivez [kemmañ]
- ar c'hont Carlo Sforza, bet o stourm a-enep ar faskouriezh .
- Federico Sforza