Francesco II Sforza

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Francesco II Sforza, navet dug Milano
E dad, Ludovico Sforza, pe Ludovico il Moro
E vamm Beatrice d'Este (1475-1497), poltredet gant Giovanni Ambrogio de Predis ha Leonardo da Vinci.


Francesco II Sforza (1495 - 1535) a voe dug Milano eus 1530 betek e varv e 1535 goude marv e vreur, an dug Massimiliano Sforza .

E vuhez[kemmañ]

Eil mab Ludovico Sforza (1452-1508) ha Beatrice d'Este (1475-1497) e oa. E vamm a oa merc'h da Ercole Iañ d'Este (1431-1505), dug Ferrara, Modena ha Reggio d'Émilia, ha da Eleonora di Napoli (1450-1493); daou vloaz e oa Francesco pa varvas e vamm er gwilioud e 1497.

Pa voe trec'het Ludovico gant ar C'hallaoued, ma rankas tec'hel eus Milano, ez eas gant e vab Francesco da lez an impalaer santel Masimilian Iañ, a oa dimezet d'ur geniterv da Francesco, Bianca Maria Sforza.

Prizoniet e voe e dad gant ar C'hallaoued, kaset da Loches gant Loeiz XII, ha mervel a reas eno e 1508.

E vreur Massimiliano Sforza, daou vloaz koshoc'h egetañ, a voe dug dre ziv wech, e 1512 hag e 1529. A-hend-all en doa ur ribitailh hantervreudeur ha hanterc'hoarezed diwar serc'hed e dad. Pa oa e vreur da vezañ dug e oa-eñ da vont war-du ar velegiezh.


Perzh a gemeras e Kevre Cognac a-enep an impalaer Karl V, hag en emgann Bicocca e 1522. E 1526 e kemeras perzh adarre en ur C'hevread Santel gant ar roue gall Frañsez Iañ, ar pab Clement VII ha Republik Firenze, ha gronnet e voe e greñvlec'h, ar c'h-Castello Sforzesco, gant e enebourien.

E 1530 e voe kurunennet Karl V, impalaer santel e Bologna. Divizout a reas adsevel galloud ar re Sforza e dugelezh Milano ha skoulmañ darempredoù gante dre zimeziñ ur plac'h Habsbourg dezhe.

Dimeziñ[kemmañ]

Dimeziñ a reas Francesco da gKristina Danmark, nizez da gKarl V e 1534; 39 bloaz e oa-eñ, 14 vloaz e oa ar plac'h. Ne greder ket e voe kaset an dimeziñ da benn. Er bloaz war-lerc'h e varvas an dug.

Divugel e oa Francesco ha distreiñ a reas dugelezh Milano etre daouarn an Impalaer santel, a oa tad-kaer dezhañ. Gantañ e echuas gouenn ar re Sforza. Brezel a voe avat e 1535: e vreur Giovanni Paolo Sforza a c'houlennas kaout an dugelezh met mervel a reas a-daol-trumm en un doare iskis.