Eleonora di Napoli

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Disambiguation.svg Ur pennad Leonor Aragon zo ivez.
Eleonora d'Aragona, hervez un delwenn marmor
Eleonora di Napoli
Eleonora d'Aragona
Leonor hag Ercole

Eleonora di Napoli, pe Eleonora di Aragono, pe c'hoazh Eleonora d'Aragona e Napoli (en italianeg), pe Eleonora Naplez, pe Leonor Aragon (e brezhoneg), ganet d'an 22 a viz Mezheven 1450 ha marvet d'an 11 a viz Here 1493, a oa kentañ Dugez Ferrara, Modena ha Reggio en Italia er XVvet kantved.

He buhez[kemmañ]

Merc'h e oa da Ferdinando Iañ Naplez, roue Naplez, ha d'e bried Isabella de Taranto. C'hoar e oa da Alfonso II Naplez, Federico Iañ Naplez ha da Beatrice d'Aragona, a voe rouanez Hungaria ha pried da Mattia Corvino (roue Hungaria) ha da Ladislao II Bohemia en e c'houde.

Dimezioù[kemmañ]

Dimezet e vije bet en-bugel da Massimiliano Sforza, Dug Bari. Karantez a voe etrezi hag ar c'hont yaouank Diego Iañ Cavaniglia di Montella.

D'an 3 a viz Gouhere 1473, da 23 bloaz, e voe dimezet da Ercole Iañ d'Este, Dug Ferrara. Goude an eured e Naplez ez eas da Ferrara da vevañ.
Gouarn a rae gant furnez ha nerzh pa veze aet he fried diouzh ar gêr ha perzh a gemere en "Esame delle Suppliche", ma veze dieubet prizonidi Ferrara.

He bugale[kemmañ]

C'hwec'h bugel he deus bet, div verc'h ha pevar mab:

Bez[kemmañ]

Beziet e voe dindan ur pezh marbr e manati Corpus Domini e-kichen he mab Alfonso, he merc'h-kaer Lucrezia Borgia, ha daou niz, Alessandro d'Este hag Isabella d'Este .

Lennadurezh[kemmañ]


Liamm diavaez[kemmañ]