Kristina Danmark
Eus Wikipedia
-
Gant ar ger "Kristina Danmark" e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Kristina Danmark (disheñvelout).
Kristina Danmark, ganet e Nyborg en miz Du 1521, marvet e Tortona d'an 10 a viz Kerzu 1590, a oa merc'h da Christian II, roue Danemark ha da Izabel Aostria, c'hoar d'an Impalaer santel Karl V.
Taolenn |
He buhez
Nizez e oa d'an impalaer Karl V. He mamm a varvas pa oa 4 bloaz, ha savet e voe gant he moereb Maria Hungaria, a oa gouarnerez an Izelvroioù.
Dimezioù ha bugale
Rankout a reas dimeziñ da 13 vloaz, d'ar 4 a viz Mae 1534, da Francesco II Sforza (1495 - 1535), dug Milano, a oa 39 bloaz, met n'o devoe ket bugel. Mervel a reas an dug bloaz goude. Krediñ a reer ne voe ket diwerc'het ar plac'hig, intañvez da 14 vloaz.
Addimeziñ a reas.
Poltred
He foltred gant Hans Holbein ar Yaouankañ zo en National Gallery (Londrez).