Frañsez Iañ (dug Loren)
Eus Wikipedia
Frañsez Iañ (23 a viz Eost 1517 - 12 a viz Even 1545) a oa Duk Loren eus 1544 betek ar bloavezh da heul. Mab e oa da Antoine, Duk Loren ha da Renée Bourbon-Montpensier, merc'h da Gilbert, Kont Montpensie. Dimezet e oa gant Kristina Danmark, merc'h da Kristian II Danmark ha Sveden.
Tri bugel en doa bet gant Kristina.
- Dorothea (1542-?), dimezet gant Dug Braunschweig
- Charles (1543-1608), anvet da zug goude marv e dad
- Renata (1544-1602), dimezet gant William V, Duk Bavaria.