Filippo Maria Visconti

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Filippo Maria Visconti
(skeudenn eus an XIXvet kantved)

Filippo Maria Visconti (23 a viz Gwengolo 1392 – 13 a viz Eost 1447) a oa dug Milano er XVvet kantved. Mab e oa d'an dug Gian Galeazzo Visconti ha da Caterina Visconti (1360-1404).

E vuhez[kemmañ]

Meur a golladenn he doa bet he mamm Caterina Visconti a-raok ganedigezh e vreur henañ Gian Maria Visconti : krediñ a reer eo ret lakaat kement-se war gont ar genwadelezh, rak kendirvi kompez e oa an dug Gian Galeazzo Visconti hag e bried. Aon o doa an daou bried n'o dije bugel ebet, un dra fall evit o brud ha dazont an dugelezh, hag ober a rejont ar gouestl da ginnig o mibien d'ar Werc'hez Vari. Evel-se eo e voe anvet Gian Maria e 1388 ha Filippo e 1392. Yac'h ha kreñv e oa an daou vab, a voe lavaret, evit ober plijadur d'o zud moarvat, met kement-se ne oa ket gwir evit Filippo Maria Visconti a oa klañvidik, ha poan en devoa o kerzhout hag o chom en e sav goude ur pennad.


Dug Milano[kemmañ]

E 1402 e varvas an dug Gian Galeazzo Visconti, e dad. Gian Maria Visconti, ar mab henañ, an hini a voe anvet da zug neuze. Ne oa nemet 13 vloaz, neuze e voe anvet e vamm da zugez-renerez. Filippo Maria avat, 4 bloaz yaouankoc'h, a voe kaset da Bavia, hag a oa bet roet dezhañ gant e dad hervez an testamant.

E Pavia edo eta abaoe 1402, pa voe lazhet e vreur Gian Maria Visconti d'ar 16 a viz Mae 1412, ma voe anvet da zug Milano war e lerc'h.
En deiz-se en-eeun e varve Facino Cane, condottiero brudet ha harp an dugelezh, e Pavia: kent mervel en doa fiziet e Filippo Maria e intañvez hag e vadoù gant ma timezje ganti.
Dimeziñ eta a reas da Beatrice di Lascaris, kontez Tenda, intañvez Facino Cane, a oa ugent vloaz koshoc'h eget e bried nevez. Degas a reas dezhañ tost da un hanter milion a florinoù, un argouroù eus ar bravañ, ha kêrioù ha soudarded Facino ouzhpenn. Pa fellas dezhi lakaat he fri en aferioù ar stad avat e kavas an tu d'en em zizober anezhi. Tamall a reas dezhi bout avoultrerez, ha lakaat a reas dibennañ anezhi e kastell Binasco e 1418, iset marteze gant e bried-kleiz Agnese del Maino, a oa dimezell gant an dugez.

Pa varvas Giorgio Ordelaffi, aotrou Forlì, e klaskas ober e vad eus ar gefridi roet dezhañ da ziwall mab an aotrou, Tebaldo Ordelaffi, ha klask a reas aloubiñ Romagna e 1423, pezh a lakaas Firenze da enebiñ ha d'ober brezel.

An den[kemmañ]

Kastell Pavia

Ne oa ket ken kriz an den evel e vreur henañ hag un toullad re all en e raok, met disfizius-bras ha paranoiek e oa, kizidik ouzh e zremm divalav. Kredus e oa, hag ur bagad lennerien-blanedennoù a veze ouzh e heul, karget da lavarout dezhañ pe lec'h ha pe goulz a oa ar gwellañ d'ober tra pe dra.
Kement-se avat ne viras ket outañ a vezañ ur politikour bras. Gantañ e kavas fret condottieri galloudus evel Carmagnola ha Piccinino.


Pediñ a reas al lenneg Gasparino Barzizza da zigeriñ ur skol e Milano. Barzizza also served as his court orator.


Dimezioù ha bugale[kemmañ]

Daou bried en doe Filippo Maria:

Met bugel ebet n'en doe an dug digante, met gant e bried-kleiz Agnese del Maino en doe div verc'h bastard:


E varv[kemmañ]

D'ar 6 a viz Eost e paouezas a gemer louzoù ha d'an 11 a viz Eost e voe enk warnañ. E nozvezh an 12 ha 13 a viz Eost , e c'houlennas bout troet en e wele, e zremm ouzh ar voger, ha mervel a reas evel-se, digenvez ha mouzhet ouzh ar bed.

War e lerc'h[kemmañ]

Gant ur bodad noblañsed ha tud a lezenn eus Skol-veur Pavia e voe savet ur gouarnamant republikan a voe anvet Republik ambrozian (Aurea Repubblica Ambrosiana).



En e raok
Gian Maria Visconti
Filippo Maria Visconti
Dug Milano
1412-1447
War e lerc'h
Republik ambrozian

Pennadoù kar[kemmañ]