Luchino Visconti (aotrou Milano)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ur pennad Luchino Visconti zo ivez.
Luchino Visconti[1]

Luchino Visconti (1292-1349) a oa aotrou Milano adalek 1339, war un dro gant e vreur Giovanni Visconti, arc'heskob .

E dad[kemmañ]

Mab e oa da Matteo Iañ Visconti, aotrou kêr Milano en anv an Impalaer santel, ha d'e bried Bonacosa Bori. Pevare mab e dud e oa. En 1302 e oa bet torret e dad eus e garg gant an Impalaer, ha den ebet ne oa bet anvet en e lec'h. En 1317 koulskoude e voe galvet en-dro Matteo gant an impalaer, ha pa varvas e 1322 e voe kemeret e lec'h gant e vab Galeazzo Iañ Visconti (1277 † 1328). Galeazzo a zimezas neuze da Beatrice d'Este († 1334), merc'h da Obizzo II d'Este, hag ur mab o doe, Azzone Visconti (1302 † 1339), a voe aotrou war-lerc'h e dad (1327-1339).

Luchino, e-keit-se, a oa condottiero gant e eil breur, Marco. En 1315, da 23 bloaz, e voe anvet da aotrou Pavia . Perzh a gemeras en emgann Montecatini, ma voe gloazet.


En 1316 e timezas da Violante (Yolande), merc'h da Tomasso Iañ (1244-96), markiz Saluzzo, met mervel a reas e wreg a-benn bloaz.

Addimeziñ a reas en 1318 da Caterina Spinola, merc'h da Oberto Spinola, eus kêr Genoa ; bugel ebet n'o doe ivez ha mervel a reas-hi e 1319.

E 1320 e oa podestà Vigevano, ma savas ar c'hastell a weler eno bepred. E 1323 e voe tamallet gant ar pab da vout disivouder, evel an holl en e diegezh. Didamallet e voe diwezhatoc'h, pa voe anvet da vikel ar pab e 1341.

Aotrou Milano[kemmañ]

Pa varvas Azzone e 1339 e voe kemeret e lec'h gant e eontred, Giovanni Visconti (1290 † 1354) ha Luchino Visconti (1292 † 1349), mibien all da Matteo.

Bugale[kemmañ]

Giovanni, a oa arc'heskob Milano, ne oa ket dimezet. Luchino avat a zimezas, teir gwech.


  • en 1316 e timezas da Violante (Yolande), merc'h da Tomasso Iañ (1244-96), markiz Saluzzo, met mervel a reas e wreg a-benn bloaz.
  • en 1318 da Caterina Spinola, merc'h da Obizzo Spinola eus kêr Genoa ; bugel ebet n'o doe ivez ha mervel a reas-hi e 1319.
  • en 13?? da Isabella Fieschi, nizez d'ar pab Adrian V, ha daou vab gevell he doe, hogen ne vevas nemet unan:
    • Luchino Novello (1346-1399), († 1333), a zimezas div wech:
      • da Luisa, merc'h da Gabriele Adorno, doge Genoa, ha da Violante Giustiniani,
      • da Maddalena Strozzi en 1372.


Bugale all[kemmañ]

Besterd en doe Luchino ivez:

  • Brizio pe Bruzio a voe aotrou Tortona, ha podestat Lodi ; brezelour e voe ha barzh brudet, mignon d'ar barzh Petrarca.
  • Borso.

E varv[kemmañ]

E miz Genver 1349 e klevas pegement e veze doganet gant e bried Isabella, ma embannas e vije spontus he c'hastiz. Un toullad deizioù goude e voe kavet marv, diwar gontamm. Lesanvet e voe an intañvez Isabella del veleno ("Isabella ar c'hontamm ").

Kemeret e voe ar galloud gant e nized, a gasas kuitan intañvez hag he mab war zigarez e vije bet bastard bugel an intañvez doganerez.

Notennoù[kemmañ]

  1. Girolamo Porro, Sommario delle vite de' duchi di Milano, cosi Visconti, come Sforzeschi, Venezia, 1574