Gian Maria Visconti

Eus Wikipedia
Gian Maria Visconti.

Gian Maria Visconti pe Giovanni Maria Visconti (7 a viz Gwengolo 1388 – 16 a viz Mae 1412) a oa eil dug Milano er XVvet kantved. Mab e oa d'an dug Gian Galeazzo Visconti (1351-1402) ha da Caterina Visconti (1360-1404) .

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Trizek vloaz ne oa ken pa varvas an dug, e dad, e 1402, ha pa voe anvet da zug. E vamm a renas en e lec'h. Bec'h a savas kenkent en douaroù a oa bet aloubet gant an tad er bloavezhioù a-raok. Kemeret e voe ar galloud gant Facino Cane condottiero brudet. Gouzout a reas c'hoari war grizded Gian Maria, a roas urzh da vac'hañ e vamm e Monza, er c'hastell a oa bet profet dezhi 24 bloaz a-raok, da zeiz hec'h eured, gant an dug he fried. Eno e varvas-hi goude daou viz, d'ar 17 a viz Here 1404, diwar gontamm moarvat.

Dimeziñ a reas Gian Maria e 1408 da Antonia Malatesta, merc'h da Carlo Iañ, aotrou Rimini.

Brudet e oa chas an dug, savet da lazhañ tud. Kement-se ne viras ket outañ a vezañ lazhet e 1412, dirak iliz San Gottardo, gant Gibelined, tra ma oa klañv Facino Cane e Pavia.

E vreur Filippo Maria Visconti a voe dug war e lerc'h. Facino Cane en doa lakaet e ofiserien da douiñ reiñ dezhañ o skoazell.

En e raok
Gian Galeazzo Visconti
Gian Maria Visconti
Dug Milano
1402-1412
War e lerc'h
Filippo Maria Visconti