Azzone Visconti

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Azzone Visconti (1302 - 1339) a oa aotrou kêr Milano adalek 1327.

Azzone Visconti

Mab e oa da Galeazzo Iañ Visconti (1277 - 1328) ha da Beatrice d'Este (1268-1334), merc'h da Obizzo II d'Este[1], aotrou Ferrara ha Modena.

E miz Mae 1322, e voe roet, dezhañ ha d'e vamm Beatrice, gant e dad, gouarnamant Piacenza ; e miz Here e rankas Azzone ha Beatrice tec'hel eus kêr a oa emsavet ha klask repu da gêr Cremona. E miz Gwengolo 1325 e kemeras perzh en emgann Altopascio, pa voe trec'h e dad Galeazzo Iañ Visconti war armeoù Firenze, e tu ar Welfed (guelfi ), kaset gant ar jeneral aragonat Raymond Ier de Cardone. Azzone a voe gwelet neuze evel ur brezelour kadarn ha haroz ar c'hibelined .

Torret e voe e dad a garg e Milano d'ar 5 a viz Gouhere 1327. Azzone a reas neuze e seizh gwellañ da adkemer Milano .

D'ar 7 a viz Genver 1328, e oa deuet da gurunidigezh an impalaer Ludwig Bavaria ha bloaz goude, d'ar 15 a viz Genver 1329, e voe anvet gantañ da vikel impalaerel e Milano gant paeañ ur bern arc'hant (pe 60 000 pe 125 000 florin) ha ne baeas ket penn-da-benn.


Notennoù[kemmañ]

  1. Arabat droukveskañ gant Beatrice d'Este (1475-1497), merc'h da Ercole Iañ d'Este, a vevas 200 vloaz diwezhatoc'h, hag a zimezas da Ludovico Sforza.