Agnese del Maino

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Agnese del Maino, serc'h da Filippo Maria Visconti, dug Milano, er XIVvet kantved
Agnese del Maino gant he merc'h Bianca Maria Visconti .

Agnese del Maino, ganet war-dro 1401 ha marvet d'an 13 a viz Kerzu 1465, a oa ur briñsez eus Milano, merc'h da Ambrogio del Maino a oa kont palatin ha kestor dug Milano.
Daou vreur he devoa, Lancillotto hag Andreotto, o daou e lez hag e kuzul an dug[1]..

Dont a reas da vout serc'h da Filippo Maria Visconti (23 a viz Gwengolo 1392- 13 a viz Eost 1447), diwezhañ dug Milano eus an Tiegezh Visconti.

Mamm[kemmañ]

Div verc'h he doe gant an dug:

Daou bried en doe Filippo Maria:

Met bugel ebet n'en doe an dug digante, ha se zo kaoz e c'houlennas digant an impalaer Sigismondo di Lussemburgo anavezout Bianca Maria evel hêrez dezhañ. E 1431 e voe kaset mamm ha merc'h da chom da gastell Abbiate, a zo Abbiategrasso hiriv. Filippo Maria en devoa roet urzh da aozañ ur ranndi ma c'hallje Bianca vihan kreskiñ e-kichen he mamm [2].

Poltredoù[kemmañ]

Daou boltred anezhi zo anavezet, hag a weler amañ o-daou, met n'ouzer ket gant piv int bet graet.

C'hoarigan[kemmañ]

Agnese del Maino zo unan eus tudennoù ar c'hoarigan Beatrice di Tenda gant Vincenzo Bellini e 1833. Anna del Serre an hini a oa Agnese pa voe c'hoariet da gentañ en Teatro La Fenice e Venezia d'ar 16 a viz Meurzh 1833.

Notennoù[kemmañ]

  1. http://users.unimi.it/sforza/donne_e_nobildonne.htm#Amanti%20e%20concubine
  2. http://www.storiadimilano.it/cron/dal1401al1425.htm

Pennadoù kar[kemmañ]