Beatrice di Tenda
Beatrice di Tenda, pe di Lascaris (1372-1418) a oa ur briñsez italian e dibenn ar XIVvet kantved ha deroù ar XVvet kantved, en hanternoz Italia.
Taolenn |
He buhez [kemmañ]
Ganet e oa Beatrice di Tenda e Tenda e 1372. He zad a oa Pietro Balbi Lascaris, kont Tenda. He mamm, a oa Poligena hec'h anv, a ziskenne eus ur skourr d'an tiegezh impalaerel bizantat Lascaris, dre hanterouriezh Eudossia Lascaris merc'h da Teodoros II Lascaris, imperatore di Nicea, ha gwreg da Guglielmo Pietro, kont Ventimiglia.
He buhez [kemmañ]
Kentañ pried a voe dezhi eo Facino Cane an hini e voe, un tamm condottiero anezhañ, a skrapas an dimezell eus kastell he zad, hag a gasas anezhi gantañ en e vrezelioù, ha Beatrice ne voe ket hep kemer perzh ha ne chomas ket hep en em gannañ.
War-lerc'h intañveziñ ec'h addimezas e 1412, gant Filippo Maria Visconti(1392 – 1447), dug Milano, a oa 20 vloaz yaouankoc'h egeti. Degas a reas Beatrice 4000 dugad aour, ouzhpenn douaroù bras, evel argouroù.[1]
E 1418 e voe tamallet gant he gwaz da vezañ avoultrez. Anzav a reas, goude bout gwasket ha jahinet, ma voe kondaonet ha dibennet e kastell Binasco, gant he serc'h (gwir pe faltaziet) d'an 13 a viz Gwengolo 1418. Hervez lod e voe aozet an afer gant Agnese del Maino, a oa dimezell a gompagnunezh Beatrice ha pried-kleiz Filippo.
War he lerc'h [kemmañ]
Gant he buhez eo bet awenet Vincenzo Bellini a skrivas ur reuzc'hoari Beatrice di Tenda e 1833, tennet eus al levr heñvelanvet e 1825 gant Carlo Tedaldi Fores.
- D'an 13 a viz Mezheven 1869 e voe dediet ur maen e Milano da eñvoriñ Beatrice di Tenda er c'h-Castello Sforzesco:[2]
