Bro-Leon

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Bro Leon)
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Bro-Wened Bro-Wened Bro-Gernev Bro-Leon Bro-Dreger Bro-Sant-Brieg Bro-Sant-Maloù Bro-Naoned Bro-Zol Bro-Roazhon Meurvor Atlantel
Kartenn Bro-Leon

Leon pe Bro-Leon a zo unan eus nav bro gozh istorel Breizh. Un eskopti eo bet ivez (gwelet Eskopti Leon). Kastell-Paol a oa kêr-benn ar vro hag eno e oa ti an eskob. E 2007 e oa 418 577 a dud o chom e Bro-Leon[1]. En em astenn a ra ar vro war ur gorread a 2 030 km²[2].

Taolenn

[kemmañ] Douaroniezh

Lec'hiet eo Bro-Leon e norzh Kerne hag er c'hornôg da vro-Dreger. Lakaet eo bet ar vro e departamant Penn-ar-Bed gant galloud an dispac'h gall. Hedañ a ra Leon Mor Breizh, adalek stêr Montroulez er reter betek ar Meurvor Atlantel er c'hornôg. Bevennet eo er c'hreistez gant Menez Are hag ar stêr Elorn. Brest eo ar gêr vrasañ anezhi.

[kemmañ] Istor

Gant ar manac'h Paol Aorelian e vefe bet kaset da Gastell-Paol sez eskopti Leon er VIvet kantved (eus Brest hervez Léon Fleuriot).

Darempredet e oa Kastell-Paol, kêr-benn an eskob, gant pirc'hirined an Dro-Vreizh er Grennamzer.

[kemmañ] Yezh

Brezhoneg Leon eo ar rannyezh m'eo bet diazezet ar yezh lennegel, pe ar yezh standard, diwarni. Brezhoneg Leon a vez, peurliesañ, distaget fraezh ha ledan, ur perzh heverk anezhañ.

[kemmañ] Un nebeud dibarderioù eus yezh Leon

  • N'eo ket emdroet an dibenn -og e -eg e pep lec'h c'hoazh.
  • Miret eo bet ar stumm boas edo en amzer dremenet (e-skoaz emañ en amzer-vremañ). E Brest edon o chom/E brest e oan o chom.
  • Ur y glebiet a zegaser dirak ar stumm-verb oa e kornioù zo eus Leon. Hemañ a ioa deuet ivez/Hemañ a oa deuet ivez.
  • Eilpennet eo bet an diftongenn ae a vez distaget ea. Da skouer : leaz a zistager evit laezh, sklear evit sklaer.
  • Degas a ra Leoniz un diftongenn ea n'eo ket etimologel, er gerioù zo ar son ec'h enno. Da skouer kreac'h, neac'h, e-lec'h krec'h pe nec'h.
  • Distagañ a reer ar z e dibenn ar gerioù evel menez pe bemdez.
  • Distagañ a reer oun pa vez distaget on e lec'h all. Da skouer : bro-Leoun, brezouneg pe, zoken, brezounog.

[kemmañ] Un nebeud distagadurioù leonek chomet er yezh stantard

  • Pounner pe kounnar a skriver, daoust ma vez distaget ponner ha konnar er-maez eus Leon.

[kemmañ] Liammoù

[kemmañ] Notennoù ha daveennoù

  1. Sifroù Geobreizh (br)
  2. Gwennole Bihannig, Douaroniezh Breizh, An Here, 1996, p. 212.


Nav bro gozh Breizh Banniel Breizh
Bro-ZolBro-GwenedBro-GerneBro-LeonBro-NaonedBro-RoazhonBro-Sant-BriegBro-Sant-MaloùBro-Dreger
Banniel breizh bihan.png Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.
Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all