8 Gwengolo
Neuz
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1380 : Emgann Koulikovo etre ar Vongoled hag ar Rusianed.
- 1563 : kurunnet eo Masimilian II an Impalaeriezh Santel da roue Hungaria ha Kroatia e Pressburg.
- 1636 : savet Skol-veur Harvard.
- 1648 : sinet eo Feur-emglev Münster ; dizalc'h eo ar Proviñsoù-Unanet.
- 1793 : dibenn Emgann Hondschote : trec'h an arme gall.
- 1796 : trec'h eo luioù ar Republik C'hall war reoù Arc'hdugelezh Aostria en Emgann Bassano.
- 1855 : dibenn Brezel Krimea.
- 1909 : sinet eo Feur-emglev Rio de Janeiro (1909) etre Brazil ha Perou.
- 1923 : krouidigezh ar gevredigezh arzourien Unvaniezh ar Seizh Breur gant Jeanne Malivel ha Reun Kreston.
- 1936 : lakaet an tan en ur c'hamp soudarded saoz e Penyberth e hanternoz Kembre, gant tri broadelour Saunders Lewis, Lewis Valentine ha D. J. Williams.
- 1941 : deroù Seziz Leningrad.
- 1951 : sinet eo Feur-emglev San Francisco (1951).
- 1966 : skignet eo Star Trek war skrammoù skinwel amerikan evit ar wech kentañ.
- 1973 : loc'het eo kentañ doare ar redadeg war vor Whitbread Round the World Race diouzh Portsmouth (Bro-Saoz).
- 1991 : Republik Makedonia dizalc'h diouzh Yougoslavia.
- 2022 : dont a ra Charlez III da vezañ roue ar Rouantelezh Unanet.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1157 : Richarzh Iañ (Bro-Saoz) (Richarzh Kalon Leon e lesanv), Kont Anjev, Dug Akwitania ha roue Bro-Saoz.
- 1207 : Sancho II Portugal, 4vet roue Portugal etre 1233 ha 1247.
- 1496 : Charlez (Bro-C'hall), pevare bugel Anna Vreizh ha Charlez VIII.
- 1780 : Yann-Vari de Lamennais, diazezour Urzh Breudeur Ploermael.
- 1783 : Nikolai Grundtvig, skrivagner ha prederour danat.
- 1830 : Frederic Mistral, barzh ha geriadurour gall okitanek, tapet gantañ Priz Nobel al Lennegezh e 1904.
- 1841 : Antonín Dvořák, sonaozer tchek.
- 1873 : Alfred Jarry, barzh, dramaour ha romantour gall.
- 1913 : Frits Van Seters, skrivagnour echedoù ha mestrc'hoarier echedoù izelvroat.
- 1947 :
- Yaacov Bleiman, mestrc’hoarier echedoù lituanian-israelian.
- Jean-Michel Larqué, melldroader ha kazetennour-sport gall.
- 1952 : Dave Stewart, gitarour, kaner ha pianoour saoz, bet ezel eus ar strollad Eurythmics gant ar ganerez Annie Lennox.
- 1960 : Aimee Mann.
- 1979 : Péter Lékó, mestrc'hoarier echedoù hungarian.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1811 : Peter Simon Pallas, loenoniour ha louzawour alaman.
- 1907 : Eugène Pécher, mestrc'hoarier echedoù belgian.
- 1915 : Jos-Pêr ar Braz, emsaver ha skrivagner brezhonek.
- 1975 : Pierre Montazel, den a sinema gall.
- 1980 : Maurice Genevoix, romantour-barzh gallek.
- 1981 : Hideki Yukawa, fizikour japanat, tapet gantañ Priz Nobel ar Fizik e 1949.
- 1983 : Antonin Magne, marc'houarner, en Arcaishon.
- 2004 : Raymond Marcellin, politikour gall, bet maer Gwened ha prezidant Kuzul Rannvroel Breizh.
- 2009 : Aage Niels Bohr, fizikour dan, Priz Nobel ar Fizik e 1975.
- 2016 : Martial Ménard, embanner, troer ha geriadurour brezhonek.
- 2022 : Elesbed II, rouanez ar Rouantelezh Unanet.
Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Andorra : Devezh ar vro.
- Makedonia an Norzh : Devezh an dizalc'hiezh (1991).
- Iliz katolik roman:
- Gouel Ginivelezh ar Werc'hez Vari, pe Gouel Maria Gwengolo,
- sant Adrian, merzher (m. IIIvet kantved),
- Sant an deiz : Sant Karan.