Portsmouth

Eus Wikipedia

Gwel eus ar gêr gozh.

Portsmouth (distaget: [ˈpɔːtsməθ]), a zo ur gêr eus kontelezh Hampshire war aod kreisteiz Bro-Saoz gant 205 400 a dud o vevañ enni e 2011, hag 1 547 000 a dud er veurgêr. Ur porzh brezel eo, unan eus tri porzh brezel brasañ ar Royal Navy, ur porzh kenwerzh ha beajiñ. Diazezet e oa bet ar ger e-pad mare ar Romaned.Porzh pouezus e-pad kantvedoù, Portsmouth a zo ar c'hal-alej koshañ eus ar bed. Bez e voe ivez lec'h diazez difenn Bro-Saoz e-pad aloubadeg ar C'hallaoued e 1545. E 1859 e voe savet lec'hioù kreñv anvet Palmerston Forts evit talañ ouzh un dagadenn o tont eus peurrest Europa. E penn kentañ an XIXvet kantved, Portsmouth a oa ar gêr kreñvaet ar muiañ er bed. Gwelet e oa evel "the world's greatest naval port" pa oa Impalaeriezh Bro-Saoz en e-barr dre ar Pax Britannica. Ar c'hentañ linenn produiñ a voe savet eno, d'ar mare-se e oa al lec'h greanterezh pouezusañ er bed. E-pad an Eil Brezel-bed, ar gêr a oa bet diazez evel poent sevel ha loc'hañ ar bigi dilestrañ. Bombezet garv e voe gant al Luftwaffe e-pad ar Portsmouth Blitz. Lazhet e oa bet 930 a dud.

War enezenn Portsea emañ ul lodenn vat eus kêr Portsmouth.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.