Mont d’an endalc’had

Den-marc'h

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Tud-kezeg)
Un den-marc'h o stourm ouzh ul Lapit (diwar ar Partenon)
Peleüs o skrapañ Thetis, etre an den-marc'h C'hiron hag un Nereidenn. Tu B un amforenn atikat gant livadurioù du, war-dro 510 kent J.-K.
Pallas hag an den-marc'h, livet gant Sandro Boticelli.
Lapit o stourm ouzh un den-marc'h, South metope 30 Partenon, etre 447 ha 433 kent J.K. (British Museum)
Div barez a bep tu da Venus (Mozaikenn eus Tunizia roman, eil kantved goude J.-K.)
Karantezioù an dud-varc'h, gant Rubens (munudig). Eoullivadur war goad, en Ensavadur Calouste Gulbenkian, e Lisbon, Portugal.

E gwengelouriezh Hellaz, an dud-varc'h[1], Κένταυροι kentauroi en henc'hresianeg, a oa hanter tud, hanter kezeg.
El livadennoù kozh a weler war listri savet e bro Aten pe e Beotia, e vezent deskrivet gant talier ur marc'h stag ouzh korf un den. Diwezhatoc'h avat e vezent taolennet gant penn ha brusk un den staget adalek an dargreiz ouzh an draen-marc'h, el lec'h ma tlefe gouzoug al loen-kezeg bezañ.

Peurliesañ e lavared e oant bugale da Iksion, o zad, ha da Nefele, o mamm. Hervez mojennoù all e oant bugale da Gentauros hag a oa en em baret gant kezekenned eus Magnesia. Mab e oa Kentauros da Iksion ha Nefele (ar pezh a lakae ur rummad ouzhpenn) pe da Apollon ha Stilbe, merc'h an doue stêr Peneios. Er stummoù diwezhat eus ar vojenn e oa breur gevell Lapitus, hendad al Lapited, ar pezh a rae kendirvi eus an div bobl.
A-hervez e oant o chom e Magnesia hag e Menez Pelion e Thessalia, e koad derv Foloi en Elis, hag e ledenez ar c'hab Malea e su Lakonia.

Anv a veze graet eus an dud-varc'h c'hoazh e stummoù lennegel ar vitologiezh roman. Stlejet eo karr Kustentin Veur hag e diegezh gant daou zen-marc'h e kameenn vras Kustantin (war-dro 314-16)[2].

Κένταυροι, kéntauroi a veze graet outo e gregach, diwar κεντειν kentein"flemmañ" ha ταυρος tauros"tarv".

En Ilias koulskoude e ra Homeros gant ar ger φηρ phêr "loen" (I, 268 ha II, 743) da envel enebourien Piritoos, annezidi ouez menezioù Thessalia. N'eus nemet C'hiron a vez graet an anv kentauros anezhañ: « ar reishañ eus an dud-varc'h »[3].

Atalante a zegouezhas un deiz gant daou zen-marc'h, Hilaios ha Roikos. Hag int ha klask sailhat war ar werc'hez, met lazhet e voent ganti a-daolioù saezhoù. Hervez mojennoù all e voent lazhet gant he fried Meleagros.

Stourm ouzh al Lapited

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Al Lapited e oa amezeion tud-varc'h Menez Pelion, ha kerent e oant dezho dre Iksion. Pedet e voent da eured o roue Pirithoos gant Hippodamia (evel Theseüs), met treiñ fall a reas ar friko : meur a zen-marc'h, hag Eurytion en o zouez, a glaskas gwallañ ar plac'h-nevez Hippodamia ha Lapitezed arall. Kann a savas, ha lazhet e voe kalz a dud-varc'h. Ar re all a voe argaset eus Menez Pelion, ha repu a gavjont e Menez Foloi.

Anvioù tud-varc'h

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sed anvioù an dud-varc'h meneget e Metamorfozoù Ovidius[4] hervez an urzh ma'z int meneget gant an oberour : Euritus, Ofion, Amikus, Pelates, Grine, Rhoetus, Orneus, Likabas, Medon, Pisenor, Thaumas, Mermeros, Folus, Melaneos, Abas, Astilos, Nessus, Eurinomus, Likidas, Areos, Imbreus, Krene, Afidas, Petreus, Likus, C'hromis, Diktis, Helops, Afare, Bienor, Nedimnus, Likopes, Hippason pe Hippasos, Rife (Rhiphée), Tere (Thérée), Demoleon, Phlegreos, Hiles, Ifinoüs, Klanis, Dorilas, Killaros, Hilonome, Faeokomes, C'hthonius, Teleboüs (pe Teleboas), Piraetus, Ec'heklus, Erigdupus, Kimelus, Hodites, Stifelus, Bromus, Antimac'hos, Elimus, Piraktes, Latre, Monic'hus.

An emgann ouzh Herakles

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

P'edo Herakles o hemolc'hiñ hoc'h-gouez Erimantos e voe roet bod dezhañ gant Folos. Un deiz e c'hoantaas evañ gwin. Ha Folos da gontañ ne grede ket digeriñ un amforennad pa oa boutin d'an holl dud-varc'h. Dre forzh pediñ hag aspediñ e teuas Herakles a-benn d'e lakaat da blegañ. Met pa glevas an dud-varc'h c'hwezh ar gwin e krogjont da zirollañ, da lammat gant Herakles, a lazhas un toullad mat anezho hag a redas war-lerc'h ar re all.

Marv C'hiron

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ma oant argaset eus Menez Pelion en doa graet C'hiron e annez e Kab Malea. An dud-varc'h all, Herakles war o lerc'h, a zeuas da glask repu en e gichen. Eno ez implijas an haroz e saezhoù binimet, hag unan a dennas dre fazi ouzh C'hiron, e ward. Hemañ a diwaskas poan met ne c'halle ket mervel abalamour ma oa divarvel ; Zeus avat e lezas da vervel e-lec'h Prometheüs. Mont a reas an nebeud tud-varc'h da repuiñ amañ hag ahont er Peloponnesos pe e-kichen Eleusis, gant skoazell Poseidon a guzhas lod anezhe.

Parezed an dud-varc'h

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daoust ma ne oa ket meneget parezed e-touez an dud-varc'h e lennegezh hag en arzoù Henc'hres e weler roud anezhe a-wezhioù, e diwezh an Henamzer. Ur marelladur makedonian eus ar Vvet kantved kent JK zo unan eus ar skouerioù kentañ en arz[5]. Ovidius a ra anv eus unan anvet Hilonome en em zistrujas pa voe lazhet he fried Killarus er brezel a-enep al Lapited[6].

E deskrivadur ul livadenn eus Naplez e oant taolennet gant ar prederour gresian Filostratos an Henañ evel c'hoarezed ha gwragez an dud-varc'h par a oa o vevañ war Menez Pelion gant o bugale.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Geriadur ar Gonideg (1847) p. 113a, Geriadur Vallée (1931) p. 104b, Geriadur Ménard (2012) p. 224a, Geriadur Al Liamm (2014) p. 971a.
  2. Kameenn vras Kustentin, e dastumad Peter Paul Rubens gwezhall ha bremañ er Geld en Bankmuseum, en Utrecht, zo taolennet, da skouer, e levr Paul Stephenson, Constantine, Roman Emperor, Christian Victor, 2010, fig. 53.
  3. Ilias XI, 832
  4. [1] [2]
  5. Mirdi arkeologiezh Pella
  6. Ovidius, Metamorphōseōn Levrenn XII.415-423 (lenn en-linenn) ; an anv Hilonome zo gresianek hag Ovidius en deus amprestet an istor digant ur skrivagner gresian koshoc'h marteze.