Kaozeal:Den-marc'h
Geriadur ar Gonideg, 1847 :
CENTAURE ; s. m. Animal fabuleux, moitié
homme et moitié cheval. Hanter-zén hag han-
ter-varc'h. — Dén-marc'h , m. Pl. tud-varc'h.
En Galles, Marc'h-zên. H. V.
--Prieladkozh (kaozeal) 15 Gou 2017 da 13:55 (UTC)
Grand dictionnaire français-breton, 1931 :
CENTAURE den-marc'h pl. tud-varc'h.
--Prieladkozh (kaozeal) 15 Gou 2017 da 15:33 (UTC)
Geriadur Hemon-Huon, 2002 :
centaure den-marc'h m. tud.v.
--Prieladkozh (kaozeal) 16 Gou 2017 da 08:15 (UTC)
- Fazius hag el liester emañ an titl ; dav eo e lakaat en unander > Den-marc'h ha kemmañ boulc'h ar pennad. A-du on evit ober.
- Goullo eo ar rummad *Tud-kezeg bremañ.
Uheloc'h e lennan :En Galles, Marc'h-zên. H. V.
- Hogen dynfarch eo e kembraeg, liester dynfeirch (a vefe denvarc'h > denverc'h/denvirc'hi e brezhoneg.
Pa lavarer kaoc'h marc'h e brezhoneg eo un anv-kadarn. Pa lavarer den-marc'h n'eo ket ken?
- E tud-varc'h, evel tud vras eta, e teu marc'h da vezañ un anv-gwan digemm : meneget eo ar fed yezhadurel-se en un oberenn bennak? Mat e vefe gouzout. Heñvel gant bleiz e den-bleiz, ran e den-ran?
Heñvel ivez eo gwreg-ozhac'h? Liester : gwreg-ezhec'h, e Geriadur Ménard pajenn 685. War a seblant ez eus gerioù evel den hag o deus galloud da dreiñ anvioù-kadarn en anvioù-gwan, ha re all, evel gwreg, ha n'o deus ket. Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Gou 2017 da 03:11 (UTC)
Yezhadur
[kemmañ ar vammenn]LIESTER AN ANVIOU KEVRENNEK
- 356. En anvioù kevrennek, kevreet gant ur varrennig-sta-
gañ, e kemer al lodenn gentañ hepken ar stumm lïes :
- milin-avel, milinoù-avel
- poull-dour, poulloù-dour
- loen-korn, loened-korn
- milin-avel, milinoù-avel
- M'he devez, evelkent, al lodenn gentañ ur ster stroll pe hollek, ez
- eo an eil lodenn eo a gemero stumm al liester :
- danvez-pried, danvez-priedoù.
Frañsez Kervella, Yezhadur bras ar brezhoneg, 1947, pajenn 223.--Prieladkozh (kaozeal) 16 Gou 2017 da 08:10 (UTC)
- Teir nemedenn da vihanañ kavet e Geriadur Ménard
- kebilli-tousegi, togoù-touseged, pajenn 231
- gwreg-ezhec'h, pajenn 685.
- Un nemedenn all, ha n'eo ket meneget :
- anvioù tud
- Nemedennoù all e Geriadur an Here : torr-divhar, torrer-mein.
- Taol troad, taolioù treid
- Teir nemedenn da vihanañ kavet e Geriadur Ménard
Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Eos 2017 da 08:45 (UTC)
"DIWALL
Pa vez un anv kevrennek ennañ
daou c’her liammet gant ur varren-
nig‑stagañ ne vez lakaet merk al
liester nemet ouzh an hini kentañ:
« karr‑tan» « kirri‑tan»
« loa‑zour» « loaioù‑dour»" Yezhadur TES ("Savet e oa bet an dornlevr-mañ e 1989 evit kentañ skolaj Diwan gant ar pal diaezezañ yezhadur ar brezhoneg e-touez ar grennarded (6ved ha 5ved klas). Skrivet e oa bet ar c’hentelioù gant Lukian Kergoat, Yvon Gourmelon, Francis Favereau ha Martial Ménard. Tud all o doa roet un taol sikour ivez : Paskal ar Marc’heg, Divi Kervella ha Tudu Huon.").--Prieladkozh (kaozeal) 16 Eos 2017 da 17:06 (UTC)
- Bleiz-broc'h, bleizi-broc'hed, geriadur Ménard 695. Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 Gwe 2017 da 08:25 (UTC)
– E seizh gwellañ ! N’eo ket dimp-ni da emellout. An Dud-Kezeg ne reont nemet plegañ d’ar pezh zo bet diouganet. N’eo ket dimp-ni da vont da redek a bep tu evel ezen da gerc’hat tud dianket en hon c’hoad-ni !
kavet e-barzh Harry Potter ha Maen ar Furien (An Amzer, 2012) gant Mark Kerrain, pajennoù 265-266.--2.13.74.193 12 Gwe 2017 da 08:42 (UTC)
Laoskomp a gostez ar skouerioù amjestr (anvioù-lec'h/anvioù-lec'hioù, evel enwau lleoedd), setu pezh a zo splann:
- kabilli-tousegi
- bleizi-broc'hed,
- gwreg-ezhec'h
- tud-kezeg
Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 Gwe 2017 da 09:14 (UTC)
Evel ma lavar e anv, heñvel a-walc'h eo ar bleizbroc'h (ha neket bleiz-broc'h) ouzh ar bleiz hag ouzh ar broc'h.
En Afrika dreist-holl e kaver ar bleizbroc'hed.
kavet e-barzh Marvailhoù Loened (Skridoù Breizh, 1943) gant Abeozen, pajenn 105.--2.13.74.193 12 Gwe 2017 da 10:30 (UTC)
- Trugarez.
- Liv ebet eus bleizi-broc'h? Se rafe tri stumm (evel kabilli-tousegi).
- Chom a ran en entremar
- Etre Abeozen ha Ménard.
Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 Gwe 2017 da 09:47 (UTC)
bleiz-broc'h (pajenn 79) ha bleizbroc'h -ed (pajenn 1078)
e geriadur (2002) An Here /Al Liamm--2.13.74.193 12 Gwe 2017 da 10:30 (UTC)
Geriadur Gregor : Loup-garou ... dèn-vleiz, pl. tud-vleiz... Vann. bleidet, un den bleidet, tud bleydet. --2.13.171.188 15 Gwe 2017 da 08:55 (UTC)
- Geriadur Vallée : Hippogriffe "evn-marc'h m. pl. evned-marc'h"
- dant-marc'h, dent-marc'h. Tach-marc'h, pl. tachoù-marc'h. (Equisetum) Lost-marc'h pl. lostoù-marc'h (Ménard).
- Taol botez, taolioù botoù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Gwe 2017 da 15:41 (UTC)
Lost-marc'h
[kemmañ ar vammenn]Setu: http://www.devri.bzh/dictionnaire/l/lost-marc_h/ Ma lenner: lost-marc'h, lostoù kezeg. Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Gwe 2017 da 15:48 (UTC)
- A-hend-all e vez klevet kaoc'h-marc'h, ha kaoc'h-kezeg. Pehini a vo kondaonet gant ar bibien? Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Gwe 2017 da 15:50 (UTC)