Prometheüs
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Prometheüs (Προμηθεύς / Promêtheús, da lavarout eo « ar rakwelour » e gregach) a oa un Titan, mab da Iapetos ha da d-Themis (pe Klymene hervez oberourien 'zo), ha breur da Atlas, Menoitios hag Epimetheüs.
Tad e oa da z-Deukalion, en doa bet gant Pronoia (pe Klymene).
Hervez un doare all eus ar vojenn e vije bet mab d'an doueez Hera ha d'he serc'h, ar Ramz Eurymedon.
Ar vojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouidigezh Mab-den gant Prometheüs (emañ Athena en tu-kleiz), izelvos marmor, Italia, IIIe kantved, mirdi al Louvre.
Hervez Theogonia Hesiodos eo Prometheüs a grouas an dud diwar un dornad pri[1] hag a gelennas dezho ar goveliañ hag arzoù all. Laerezh a reas tan digant an doueed d'e reiñ d'an dud.