Hoc'h-gouez Erymanthos
Hoc'h-gouez Erymanthos a oa un hoc'h-gouez hag a veve e koadoù ar menez Erymanthos en Hellaz kozh hag a voe tapet gant an haroz Herakles. Hennezh zo unan eus Daouzek trevell Herakles.
Ar vojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa oa Herakles, mab d'an doue Zeus, o veajiñ da Arkadia e c'houlennas bod digant un den-marc'h anvet Folos. Hennezh a oa un den : evitañ da zebriñ kig kriz e poazhas e gig da Herakles. Deuet sec'hed d'an haroz, a welas un donellad win e korn an ti, hag a c'houlennas ur banne. Ha Folos da nac'h peogwir ne oa ket dezhañ, met d'an holl dud-varc'h. Hag Herakles da zerc'hel warnañ, ken na voe kemeret pep a vanne ganto. Goude kaset o gwerennad war-draoñ setu ma welas Herakles ur bagad tud-varc'h o tont, sachet gant c'hwezh ar gwin, ha ganto bizhier ha goafoù. Herakles a dennas warne e saezhoù arc'hant, ma voent lazhet gwitibunan. Siwazh, gloazet e voe Folos gant ur saezh a oa kontammet diwar gwad naer-zour Lerna, e-keit ma oa o veziañ ar re varv. Un den-marc'h all, C'hiron, ha n'en devoa ket kemeret perzh en emgann, a voe gloazet ivez, ken na bade ken gant ar boan. Met hennezh n'halle ket mervel, e doare ma rankas goulenn digant an doueed lemel digantañ e zivarvelezh evit paouez a c'houzañv. Ha setu penaos e varvas an daou zen-marc'h fur nemeto e mojennoù Hellaz.
Erruet en Arkadia, e-kerzh ar goañv, e klaskas Herakles chaseal ar pikol loen. E-pad meur a zevezh e voe war e lerc'h, ma ranke a-wechoù diskar gwez evit gwelout an hoc'h a-bell. Un deiz e kavas an tu da gavout penn dezhañ : hopal gwashañ ma c'halle. Hag al loen da dont e-maez e guzh. Ha goude war e lerc'h dre ar menez goloet a erc'h, e-pad meur a zevezh, ken na erruas war ar gern.