Pieter Pauwel Rubens
Pieter Pauwel Rubens (distaget [ˈrybə(n)s] e nederlandeg), hag a zo anavezet ivez evel Peter Paul, Pierre Paul, Petrus Paulus, Pedro Paulo, Pietro Paulo, a oa ganet d'an 28 a viz Mezheven 1577, deiz gouel an Ebestel Pêr ha Paol, e Siegen e Westfalia, hag a varvas d'an 30 a viz Mae 1640 en Antwerpen, a oa ul livour flamank barok.
Siegen a oa en Impalaeriezh santel roman ha german, ha 300 km eus Antwerpen. E dad, Jan Rubens (1530-1587), a oa un alvokad protestant mat ar stal gantañ, hag e vamm, Maria Pypelinckx (1537-1608), o devoa kuitaet Antwerpen (en Izelvroioù spagnol) evit tec'hel rak an heskinadur relijiel. E 1589, daou vloaz war-lerc'h marv e dad, e tistroas Rubens hag e vamm da Antwerpen, ma voe badezet hervez al liderezh katolik.
En Antwerpen e voe lakaet gant e vamm da studiañ al liverezh eus 1589 betek1598 gant livourien veur eus an amzer. Aliet e voe ganto da vont da Italia eus 1600 da 1608 da studiañ arz an Azginivelezh italian. Bet e voe o chom e Genova, Mantova, Venezia ha Roma ma veze oc'h eilivañ oberennoù Raffaello, Caravaggio, ha Tizian dreist-holl, abalamour d'an diroll a livioù gantañ.
Ouzhpenn flandrezeg e ouie alamaneg, galleg, italianeg, spagnoleg ha latin.
Eus 1609 da 1626 e voe dimezet da Isabella Brandt, ha 3 bugel o doe : Clara Serena, Albert ha Nikolas.
Goude e timezas da Hélène Fourment e 1630, ha genel a rejont: Clara Johanna, François, Hélène ha Pierre Paul.
Eus 1609 da 1621 e voe livour ofisiel lez Alberzh hag Isabela, adroueed an Izelvroioù spagnol, hini lez an Infanta Isabella eus 1621 betek 1633, eus lez ar c'hardinal infant Ferdinand eus 1636 betek 1640.
E 1624 e voe noplaet gant roue Spagn, Fulup IV, hag anvet da varc'heg gant ar roue saoz Charlez Kentañ, d'e drugarekaat eus e labour diplomat evitkas da benn ar feur-emglev etre Spagn ha Saoz.
Roet e voe dezhañ da livañ terest ti ar banvezioù e Palez Whitehall e Bro-Saoz. Met ar brasañ labour roet dezhañ a voe an 60 livadur evit an Torre de la Parada, pavilion-chase ar roue spagnol Fulup IV (Metamorfozoù Ovidius).
Evel kalz livourien veur en deus bet Rubens darbarerien pe skoazellerien e-leizh.
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- War-dro 1616 : Penn ur bugel (hini Clara Serena, a greder, merc'h henañ an arzour), eoullivadur war lien, lakaet ouzh un daolenn goad, 33 x 26,3 cm ; Vaduz, Liechtensteinische Staatliche Kunstsammlung.
- War-dro 1627-1628 : Ar Werc'hez hag he mabig gant sent war o zro, eoullivadur war goad, 80,2 x 55,5 cm ; Berlin, Staatliche Museen, Gemäldegalerie.
- 1629-1630 : Alegorienn war bennozhioù ar peoc'h, eoullivadur war lien, 203,5 x 298 cm ; Londrez, National Gallery.
- 1635-1636 : Barnadenn Paris, eoullivadur war lien, 144 x 190cm, Londrez, National Gallery.
- War-dro 1639 : Emboltred, eoullivadur war lien, 109,5 x 85 cm ; Wien, Kunsthistorisches Museum.
- 2006-2007 : An diskenn diwar ar groaz, 4,25 x 2,95 m, Lille, Musée des Beaux-Arts.
- War-dro 1617 : Frankiz ar merc'hed
Livadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Taolennoù relijiel pe awenet gant ar Bibl[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Testamant kozh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
David a-enep Goliath, (1616)
Samzun ha Dalila, 1609 (National Gallery, Londrez )
Testamant nevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Teirzaolenn an Diskenn eus ar Groaz (h. 1611-14), en iliz-veur Antwerpen
Azeuladenn an Tri Roue, e 1624 (Museo Real de Bellas Artes de Amberes)
Retablo de la iglesia de Santa Maria in Vallicella, Roma
Sagrada Familia (MNAC de Barcelona, depósito del Museo Thyssen-Bornemisza)
A bep seurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Sant Jord o lazhañ an aerouant (Museo del Prado)
Poltredoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Poltred Helene Fourment, eil pried Rubens, en he dilhad eured (Alte Pinakothek München)
Emboltred gant e gentañ pried, Isabel Brandt (Alte Pinakothek München)
El duque de Lerma a caballo, 1603 (Museo del Prado)
Helene Fourment gant krec'hin, Kunsthistorisches Museum, Vienna
Emboltred gant Helene Fourment (Metropolitan Museum Evrog Nevez
Poltred Clara Rubens, merc'h al livour, Mirdi Liechtenstein, Vienna.
Maria de' Medici , (1622-1625)
Poltred Maria de' Medici, war-dro 1622 (Museo del Prado, Madrid)
Charles an Her , (1618)
Ambrosio Spínola, (Saint Louis Art Museum)
Henamzer Hellaz ha Roma[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gwener dirak he melezour, war-dro 1615 (Mirdi Liechtenstein Viena)
Skrapidigezh Europa, eiladenn taolenn Tizian (Mirdi Isabella Stewart Gardner, Boston), livet e-kerzh e eil chomadenn e Madrid (Museo del Prado)
Prometeüs, (1611-1612)
Herakles mezv, Gemäldegalerie, Dresden
Marv Semele
Andromeda ha Perseüs, e daolenn ziwezhañ. Mervel a eure a-raok echuiñ an daolenn a voe peurechuet gant Jacob Jordaens (Museo del Prado)
Las tres Gracias (Museo del Prado)
Meduza dibennet (Kunsthistorisches Museum, Vienna)
Studiennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Eilerien gantañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Livañ tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Livañ loened[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Livañ maezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Jan Bruegel « de Velours »
- Jean Wildens
- Martin Ryckaert
A bep seurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Lambert Jacobsz
- Cornelis de Vos (1584-1651)
- Simon de Vos (1603-1676)
Diskibl all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Abraham van Diepenbeck (1599-1675)
Engraverien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Rubens a lakaas engravourien a-leizh da voullañ e oberennoù. Anavezet eo ar re-mañ dreist-holl :
- Christoffel Jegher
- Willem Swanenburg
- Jacob Matham
- Soutman
- Paul Dupont (Pontius)
- Witdoeck
- Marinas
- Boetius Adam Bolswert (Bolsward, 1580 - Anvers, 1633)
- Schelte Bolswert(Bolsward, ~1586 - Anvers, 1659)
Levrioù diwar e benn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- La Gloire de Rubens, de Philippe Muray, Grasset, 1991
- Rubens, Correspondance, Paris, 2006
- Rubens, de Charles Scribner III, Le Cercle d'art, 1993
- Rubens, sa vie, ses œuvres, Max Rooses, Flammarion, non daté début XXème.
Hag ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Exposition Rubens 2004
- Vidéo-conférence sur le thème: "La couleur chez Rubens" (intervention de Nadeije Dagen-Laneyrie)
- Petrus Paulus Rubens (Siegens 1577 - Anvers 1640) par Lorenzo Pericolo, Maître de conférence à l'université Rennes II-Haute Bretagne.
- (en) Rubens dans Artcyclopedia