Strollad Labour Albania
Strollad Kumunour Albania (en albaneg: Partia e Punës e Shqipërisë, div. PPSh) a oa anv ur strollad komunour bet er galloud en Albania etre 1944 ha 1991 pa oa anezhañ ar Strollad politikel nemetañ.
Krouet e oa bet ar Strollad d'an 9 a viz Du 1941 dindan an anv as Strollad Komunour Albania (Partia Komuniste e Shqipërisë), kemmet e anv e 1948 pa deuas da vezañ Strollad Labour Albania.
Ur Strollad marksour-leninour hag enep-adwelour e oa Strollad Labour Albania.
Aozet e oa ar Strollad hervez pennaenn ar greizennerezh demokratel, gant Enver Hoxha da Sekretour kentañ.
Hervez Mellad 3 Bonreizh Albania eus 1976 e oa bet anavezet Strollad al Labour evel "an nerzh pennañ o heñchañ ar stad hag ar gevredigezh".
Aozadur dibarzh ar Strollad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez Statudoù ar Strollad e oa ar C'hendalc'h (Kongresi i Partisë) aozadur pennañ ar Strollad, dalc'het e-pad un nebeud devezhioù bep pemp bloaz ha ma kemeras perzh ennañ dileuridi dilennet er bodadoù lec'hel. Kefridi ar C'hendalc'h an hini e oa dielfennañ ha reiñ o asant d'ar rentaoù-kont kinniget gant ar C'huzul Kreiz, diazezañ linenn politikel ar Strollad ha dilenn izili ar C'huzul Kreiz (Komiteti Qendror), anezhañ an eil aozadur pouezusañ da heul ar C'hendalc'h, ennañ holl izili ar Gouarnamant ouzhpenn izili all o tont dreist-holl eus an intelligentsia. Ar C'huzul Kreiz a ranke sturiañ ar Strollad a Gendalc'h da Gendalc'h hag en em gavout a rae teir gwezh bep bloaz mui-pe-mui.
Dres evel en Unaniezh Soviedel e veze dilennet gant ar C'huzul Kreiz ur Burev Politikel (Byroja Politike) hag ur Sekretariad (Sekretari). E-touez izili ar Burev Politikel e oa mintroù pennañ ar gouarnamant ha sekretourion ar C'huzul Kreiz, gantañ da gefridi merañ ar Strollad ha diazezañ al linenoù politikel, hag en em gavout a rae bep sizhun. Dre vras e veze asantet gant ar C'huzl Kreiz ar rentaoù-kont hag an divizoù politikel kinniget gant ar burev Politikel. Diouzh an tu all e oa kefridi ar Sekretariad merañ aferioù boutin ar Strollad a deiz da deiz, dreist-holl aozañ ha lakaat e pleustr an divizoù bet kemeret gant ar Burev Politikel hag ivez dibab izili pennañ (kadred) ar Strollad hag ar Gouarnamant.
Darempredoù gant an Unvaniezh Soviedel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kregiñ a reas da vat an disparti etre an Unvaniezh Soviedel ha Sina da geñver Kendalc'h Strollad Labourerion Roumania dalc'het e 1960 pa glaskas Nikita C'hrouchtchov boutañ warn kannaded pep bro o kemer perzh ennañ evit ma tamallfent ez-ofisiel gante emzalc'h ha linenn politikel Sina. Ar gananded eus Albania a savas a-du gant Sina. Klask a reas an unvaniezh Soviedel skarzhañ Enver Hoxha ha Mehmet Shehu en hañv 1960, chom a rejont a-sav da degas greun da Albania e-keiz ur prantad sec'hor ha reiñ a rejont lañs dre kanadi URSS e Tirana d'an Albaniz a save a-enep da linenn politikel ofisiel ar Strollad.
En desped d' disaterioù ekonomikel diabarzh e kasas Sina greun da Albania e lec'h an hini bet prometet gant URSS.
Sevel a reas Albania a-du gant sina pa krogas da gritikañ URSS en un doare foran e Kendalc'h Moskova dalc'het e 1960 ma kemeras perzh ennañ 81 strollad komunour eus ar bed-holl.
Ne felle ket d'an URSS sevel a-enep krenn da Sina war-eeun abalmour d'e c'halloud ha tamall a reas Albania en e lec'h.
Diouzh e du, avat, e endalc'has Albania da gritikañ kriz politikerezh Yugoslavia koulz ha hini URSS ha nac'hañ a reas dont da vezañ ur vro gouestlet d'al labourerezh-douar hepmuiken evel ma felle da URSS.
Torret e oa bet an darempredoù diplomatel etre Albania hag an Unvaniezh Soviedel da vat e miz Kerzu 1961, ha tennañ a reas URSS an holl arbennigorion soviedel bet kaset eno evit sikour Albania war an dachenn deknikel ha paouez a reas ivez da gas an elfennoù a oa ezhomm evit lakaat ar mekanikoù bet staliet eno gante da vont-en-dro.
Buan-tre avat e kemeras Sina plas an Unaniezh Soviedel ha war grenvaat ec'h eas an darempredoù etre an div vro-se.
Ne gemere ket perzh ken Albania nag en oberzhioù kaset da-benn gant Emglev Varsovia nag en emglevioù Kuzul ar C'henskoazell Ekonomikel (Komekon), met daoust da se ne dorras ket broioù sokialour all reter ha kreiz Europa o darempredoù diplomatel ha kenwerzhel gant Albania.
E Miz Kerzu 1964 e tisklêrias e oa bet plijet-meur gant ar fed ma oa bet skarzhet C'hroustchev diouzh ar galloud met buan-tre e teuas da vezañ sklaer n'ec'h afent ket an darempredoù kenetreze da vont war wellaat.
War washaat ec'h eas an drepredoù etre Albania hag URSS betek ma tivizas Strollad al Labour tennañ Albania ez-ofisiel diouzh Emglev Varsovia goude ma oa bet aloubet Tchekoslovakia gant an Unaniezh Soviedel e 1968.
Darempredoù gant Sina
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War drenkaat ec'h eas an darempredoù etre Albania ha Sina adalek ar bloavezhioù 1970 pa grogas Sina da adwelet al liammoù-sikour gant Albania. Diouzh an tu all e stagañ Albania da sevel darempredoù nevez gant broioù all, en o zouez liammoù kenwerzh gant Frañs hag Italia hag ivez gant meur a Stad nevez-dishual eus Afrika hag Azia hag e 1971 e teuas Albania a-benn da gaout darempredoù reizh adarre gant Yougoslavia ha Gres.
Sevel a reas Albania a-enep krenn da bolitikerezh Sina e-keñver ar fed ma veze klasket gantañ liammoù statoc'h-startañ gant Stadoù-Unanet Amerika da-gñver penn-kentañ ar bloavezhioù 1970 ha klask a reas dont da vezañ dishualoc'h e-keñver Sina dre stardañ liammoù diplomatel hag ekonomikel gant broioù all, dreist-holl broioù eus Kornôg Europa.
Da heul marv Mao Zedong e 1976 e kritikas Sekretour Strollad Labour Albania, Enver Hoxha, renerion nevez Sina hag o folitikerezh e-keñver ar broioù kevalaour, SUA en o fenn. Respont a reas Sina o kouviadiñ Tito da vont da Sina ez-ofisiel e 1977 ha dre troc'hañ an holl programoù skoazell etre Sina hag Albania adal 1978.
Kreñvaat a reas Strollad al Labour ar strivoù war dachenn an emrenerezh diabarzh evit kas war-raok diorroadur ekonomikel ar vro.
An Dispac'h Sevenadurel hag Ideologel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da heul an Dispac'h Sevenadurel Proleter Meur bet lañset gant Strollad Komunour Sina e 1966 e voe lañset gant Strollad Labour Albania bloaz war-lerc'h an "Dispac'h Sevenadurel hag Ideologel" (revolucion kulturor) e 1967.
Da gentañ-holl e oa bet adaozet penn-da-benn an arme dre skarzhañ an holl renkoù milourel ha dre krouiñ komiserion bolitikel en arme, melestradur ar gouarnamant hag an ekonomiezh, o izelaat gopr an implijidi pennañ hag en ur gas anezhe diouzh o burevioù evit labourat el labouradegoù ha war ar maez evit en em dostaat ouzh ar proletariad da vat. Serrte e oa bet ivez c'hwezh ministrerezh, en o zouez hini ar Justis, kaset e oa bet da benn boutinadur al labourerezh-douar hag adwelet e oa bet penn-da-benn sistem an deskadurezh.
E 1967 e krogas ar Strollad da skarzhañ ar relijion diouz ar vuhez foran, ha da diwezh ar bloaz e oa bet serret an holl aozadurioù relijiel (iziloù, moskeennoù, abatioù...) pe treuzfeurmet e oant bet e labouradegoù, salioù-sport, h.a. Dislêriet e oa bet ez-ofisiel e oa Albania Stad dizoueegour kentañ ar bed.
Kemmañ a reas ivez buhez ar maouzed, rak kent an Eil Brezel Bed ne oare nemet 10% anezhe lenn ha skrivañ keit ha ma teujont hogizk holl da c'hoùt lenn ha skrivañ da heul an Dispac'h Seveneadurel ha kregiñ a rejont evit ar wezh kentañ da labourat er-maez eus o ziez ha da c'hounit arc'hant evit o-unna ha dre-se e oa bet terret gant al liammoù hengounel ma perc'henne ar maouezed d'o gwazed evel loened an tiegezh.
Divodadur ar Strollad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Divodet e oa Strollad al Labour e 1991, ma teuas da vezañ ez-ofisiel ur strollad sokial-demokratel, Strollad Sokialour Albania, unan eus daou strollad pennañ ar vro hiziv.
Adsavet e oa bet ur strollad marksour-leninour dindan an hevelep anv e 2002, (s.o. Strollad Labour Albania (2002))
Kentañ-Sekretourion Strollad Labour Albania
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levezon en estrenvro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-drugarez da linenn enep-welour kreñv Strollad Labour Albania e savas a-du gantañ meur a strollad dre ar bed-holl, dreist-holl strolladoù maoour deut da vezañ dipitet gant linenn politikel Strollad Komunour Sina da geñver diwezh ar bloavezhioù 1970. Hag etre 1978-1980 e tisklêrias meur a Strollad bihanoc'h pe vrasoc'h, en o zouez Strollad Komunour Brazil, bezañ a-du gant linenn politikel Strollad al Labour.
Hiziv emañ bodet an darn vrasañ eus ar Strolladoù a sav a-du gant linenn Strollad al Labour en aozadur etrebroadel anvet Kuzuliadeg Etrebroadel ar Strolladoù hag Aozadurioù Marksour-Leninour.
Setu ur roll damglok eus ar Strolladoù a savas a-du gant linenn politikel Strollad al Labour keit ha ma oa ar galloud gantañ en Albania:
- Benin: Strollad Komunour Benin
- Brazil: Strollad Komunour Brazil
- Breizh-Veur: Kevre Komunour Breizh-Veur
- Burkina Faso: Strollad Komunour Dispac'hel Voltaek
- Kanada: Strollad Komunour Kanada (Marksour-Leninour)
- Chile: Strollad Komunour Chile (Ober Proleter)
- Kolombia: Strollad Komunour Kolombia (Marksour-Leninour)
- Danmark: Strollad Komunour Danmark/Marksourion-Leninourion
- Republik Dominikan: Strollad Komunour al Labour
- Ecuador: Strollad Komunour Marksour-Leninour Ecuador
- Etiopia: Kevre Marksour-Leninour Tigray
- Inizi Faero: Araokadur evit an Inizi (Marksour-Leninour)
- Alamagn: Strollad Komunour Alamagn/Marksourion-Leninourion
- Alamagn: Strollad Komunour Alamagn (Tarzh-an-deiz Ruz) (KPD/Roter Morgen)
- Gres: Aozadur Komunourion Marksour-Leninour Gres
- Iran: Strollad Labour Iran
- Japan: Strollad Komunour Japan (Rann an Tu-Kleiz)
- Mec'hiko: Strollad Komunour Mec'hiko (Marksour-Leninour)
- Izelvroioù: Strollad Labourerion an Izelvroioù (aozadur sevel)
- Nicaragua: Strollad Marksour-Leninour Nicaragua
- Portugal: Strollad Komunour (Adsavet)
- Spagn: Strollad Komunour Spagn (Marksour-Leninour)
- Sveden: Strollad Komunour e Sveden
- Togo: Strollad Komunour Togo
- Tunizia: Strollad Komunour Labourerion Tunizia
- Turkia: Strollad Komunour Turkia/Marksour-Leninour - Hareketi
- Turkia: Strollad Komunour Dispac'hel Turkia
- SUA: Kevredad Marksour-Leninour
- SUA: Bodad Ray O. Light
- SUA: Strollad Marksour-Leninour
- Venezuela: Strollad Banniel Ruz
Gwelit ivez:
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Enver Hoxha
- Enep-adwelouriezh
- Strollad Labour Nevez Albania
- Strollad Kumunour Albania 8 a viz Du
- Strollad Kumunour Albania
- Strollad Komunourion Unanet Albania
- Strollad Komunour Adsavet
Liammoù diavaez:
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dielloù bet embannet gant Strollad Labour Albania
- Oberennoù dibabet Enver Hoxha] (Pemp levrenn da bellgargañ e galleg)
- Oberennoù Enver Hoxha ha dielloù all (e saozneg, italianeg, albaneg, alamaneg, galleg, gresianeg, spagnoleg, arabeg, tchekeg ha portugaleg)