Strollad Komunour e Sveden

Eus Wikipedia

Ar Strollad Komunour e Sveden (e svedeg: Kommunistiska Partiet i Sverige) a oa anv ur strollad komunour marksour-leninour krouet e Sveden 1982 hag en em divodañ a reas e 1993. Gösta Torstensson a oa e penn ar Strollad.

Sevel a rae a-du gant linenn bolitikel Strollad Labour Albania.

E 1978 ec'h eas kuit un toullad izili eus Strollad Komunour Sveden abalamour ma savent a-du gant linenn politikel Enver Hoxha, krouet gante da heul "Kevredigezh Komunour Norrköping" (Norrköpings Kommunistiska Förening), kendeuzet bloaz war-lerc'h e 1979 gant "Bodad Unvaniezh Komunour Strockholm" (Stockholms Kommunistiska Enhetsgrupp) ha diwar ar c'henemglev-se e oa bet ganet "Kevre Komunour Sveden - Marksour-Leninour" (Sveriges Kommunistiska Förbund - marxist-leninisterna), diazet gantañ da c'houde "Aozadur evit Krouiñ Strollad Komunour Sveden" (Organisationen för skapandet av Kommunistiska Partiet i Sverige) e miz Here 1981 ha diwar an aozadur-se e oa bet ganet ar Strollad Komunour e Sveden.

Savet e oa bet ivez ur gevrenn evit yaouankizoù ar Strollad anvet Ungkommunisterna i Sverige ("Yaouankizoù Komunour Sveden").

Tamm-ha-tamm e krogas ar Strollad da vont plloc'h-pellañ diouzh linenn bolitek Albania, dres evel Luskad Oberezh Poblel - M-L (Movimiento Acción Popular - Marxista-Leninista) en Nicaragua.

Hag e 1989 e savas un disrann meur e diabarzh ar Strollad ha mont a reas kuit un toullad mat a izili, krouet gante da heul ur gelaouenn anvet Vänstertidningen ("kelaouenn an tu-Kleiz"), sañset talvezout da forom marksour, sokialour hag ekologour ledan distag diouzh an holl strolladoù politkel, met mont a reas da get buan-tre.

Embannet e vez gant ar Strollad ar gelaouenn Kommunisten "Komunourion") adalek 1979 embannet gant ti-embann ar strollad Kommunistiska Arbetarförlaget ("Ti-embann ar Labourerion Gomunour"), ha da heul an disrannoù diabarzh hag ar c'hendeuzadennoù e oa bet kendeuzet ar gelaouenn gant Kommunistiska Arbetartidningen embannet gant Sveriges Kommunistiska Parti (Marxist-Leninisterna) ha diwar an emglev-se e oa bet krouet ur gelaouenn nevez, ganti da anv Nya Arbetartidningen.

Liammoù diavaez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]