Mont d’an endalc’had

Strollad Komunour Alamagn/Marksourion-Leninourion

Eus Wikipedia

Strollad Komunour Alamagn/Marksourion-Leninourion (en alamaneg: Kommunistische Partei Deutschlands/Marxisten-Leninisten, KPD/ML) a oa anv ur strollad komunour marksour-leninour krouet e Hamburg (Alamagn) e 1968 gant Ernst Aust da heul un disrann e diabarzh Strollad Komunour Alamagn .

Sevel a rae a-du gant linenn bolitikel Strollad Labour Albania.

E 1986 e kendeuzas ar Strollad gant ar Bodad Marksour Etrebroadel (Gruppe Internationale Marxisten) ha diwar an emglev-se e oa bet savet ar Strollad Sokialour Unvan (Vereinigte Sozialistische Partei).

E 1986 ec'h eas kuit un toullad izili, savet gante da c'houde ur strollad nevez difennet kreñv gantañ al linenn adwelour, anvet Strollad Komunour Alamagn/Marksourion-Leninourion (Steredenn Ruz) (Kommunistische Partei Deutschlands/Marxisten-Leninisten (Roter Stern)), oberiant c'hoazh hiziv.

Embannet e vez gant ar Strollad ar gelaouenn Roter Morgen.

Liammoù diavaez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]