Aozadur Komunourion Marksour-Leninour Gres

Eus Wikipedia

Diwallit: Disheñvel eo ar Strollad-mañ diouzh Aozadur Marksourion-Leninourion Gres

Aozadur Komunourion Marksour-Leninour Gres (AKM-LG) (e gresianeg: Οργάνωση Κομμουνιστών Μαρξιστών-Λενινιστών Ελλάδας: OKMLE) a 'oa anv ur strollad komunour bihan e Gres bet krouet e miz Genver 1982.

Difennet e veze gantañ linenn bolitikel Strollad Labour Albania.

Krouet e oa bet ar Strollad e 1993 p'en em deuzas Luskad evit Strollad Komunour Unvan Gres bet savet gant tud aet kuit eus Strollad Komunour Gres da geñver 1953-1956 o sevel a-enep da d'an adwelouriezh soviedel hag a-du gant linenn bolitikel Nikolaos "Nikos" Zac'hariadis gant komunourion c'hresianek en harlu en Unaniezh Soviedel ha e broioù sokialour all, ez-kadourion hag ofisierion Talbenn Dishualded Broadel (EAM)-Arme Dishualded Pobl Gres (ELAS).

Embannet e veze gant ar Strollad ar gelaouenn viziek Επανάσταση ("Dispac'h").

Chom a reas ar Strollad hep kemer perzh er mouezhiadegoù.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • http://okmle.blogspot.com Blog gant pennadoù tennet diwar ar gelaouenn Επανάσταση ("Dispac'h") ha danvezioù all embannet gant Aozadur Komunourion Marksour-Leninour Gres