Kuzuliadeg Etrebroadel ar Strolladoù hag Aozadurioù Marksour-Leninour (Unaniezh & Stourm)
Kuzuliadeg Etrebroadel ar Strolladoù hag Aozadurioù Marksour-Leninour (KESAML) (e saozneg: International Conference of Marxist-Leninist Parties and Organizations: ICMLPO) a zo anv ur genwiadenn etrbroadel bodet enni meur a strollad komunour marksour-leninour difennet gante linenn enep-adwelourel Enver Hoxha ha Strollad Labour Albania.
Anvet e vez "Kuzuliadeg Etrebroadel ar Strolladoù hag Aozadurioù Marksour-Leninour (Unaniezh & Stourm)" pe "Kuzuliadeg Etrebroadel ar Strolladoù hag Aozadurioù Marksour-Leninour (hoxhaour)" evit lakaat an diforc'h etrezi hag an aozadur all, maoour gantañ an hevelep anv "Kuzuliadeg Etrebroadel ar Strolladoù hag Aozadurioù Marksour-Leninour" anvet ivez hervez anv ar gelaouenn embnnet ganti "Kuzuliadeg Etrebroadel ar Strolladoù hag Aozadurioù Marksour-Leninour (Kelc'hlizher Etrebroadel)" pe "Kuzuliadeg Etrebroadel ar Strolladoù hag Aozadurioù Marksour-Leninour (maoour)".
Setu roll izili KESAML (U&S):
- Benin: Strollad Komunour Benin
- Brazil: Strollad Komunour Dispac'hel
- Burkina Faso: Strollad Komunour Dispac'hel Voltaek
- Chile, Strollad Komunour Chile (Ober Proleter)
- Kolombia, Strollad Komunour Kolombia (Marksour-Leninour)
- Aod an Olifant, Strollad Komunour Dispac'hel Aod an Olifant
- Danmark, Strollad Komunour al Labourerion
- Republik Dominikan, Strollad Komunour al Labour
- Ecuador, Strollad Komunour Marksour-Leninour Ecuador
- Frañs, Strollad Komunour Labourerion Frañs
- Alamagn, Strollad Komunour Alamagn (Tarzh-an-deiz Ruz)
- Gres, Luskad evit Adaozañ Strollad Komunour Gres 1918-55
- Iran, Strollad Labour Iran
- Italia, Fulenn
- Mec'hiko, Strollad Komunour Mec'hiko (Marksour-Leninour)
- Norvegia, Bodad Marksour-Leninour Dispac'h
- Spagn, Strollad Komunour Spagn (Marksour-Leninour)
- Tunizia, Strollad Komunour Labourerion Tunizia
- Turkia, Strollad Komunour Dispac'hel Turkia
Ez-izili:
- Albania, Strollad Kumunour Albania
- Italia, Aozadur evit Strollad Komunour Proleteriad Italia (aet da get)
- Venezuela, Strollad Banniel Ruz (skarzhet diouzh KESAML (U&S) e 2005)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec'hienn ofisiel - war ar stern
- Lec'hien nann-ofisiel