Strollad Komunour al Labour (Republik Dominikan)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Stalinouriezh.jpg
Arouezenn Strollad Komunour al Labour

Strollad Komunour al Labour (e spagnoleg: Partido Comunista del Trabajo: PCT) a 'zo anv ur strollad komunour marksour-leninour bet krouet er Republik Dominikan e 1980 da heul un disrann e diabarzh al Lusk Poblek Dominikan (MPD).

Sevel a ra a-du gant linenn bolitikel Enver Hoxha ha Strollad Labour Albania hag ezel eo eus Kuzuliadeg Etrebroadel ar Strolladoù hag Aozadurioù Marksour-Leninour (Unaniezh & Stourm).

Manuel Salazar eo Sekretour-Meur ar Strollad ma vez embannet gantañ ar gelaouenn Lucha ("Stourm").

Kemer a ra perzh er mouezhiadegoù dre al Luuskad evit Dishualded, Unaniezh ha Kemm, 0,32% eus ar mouezhioù en dilennadegoù diwezhañ.

Liammoù diavaez[kemmañ]