Strollad Komunour Chile (Ober Proleter)

Eus Wikipedia

Strollad Komunour Chile (Ober Proleter): SKC (OP) (e spagnoleg: Partido Comunista Chileno (Acción Proletaria): PCP (AP)) a 'zo anv ur strollad komunour marksour-leninour bet krouet e Chile e 1979 da heul un disrann e diabarzh ar Strollad Komunour Dispac'hel.

Sevel a reas ar Strollad a-du gant linenn bolitikel Enver Hoxha ha Strollad Labour Albania hag ezel eo eus Kuzuliadeg Etrebroadel ar Strolladoù hag Aozadurioù Marksour-Leninour (Unaniezh & Stourm).

Eduardo Artés eo Kentañ-Sekretour ar Strollad.

Embannet e vez gant ar Strollad ar gelaouenn Acción Proletaria ("Ober Proleter").

E 1984 e teuas da vezañ unan eus izili Kenurzhiadeg an Aozadurioù Dispac'hel (Coordinadora de Organizaciones Revolucionarias) hag ezel eo SKC (OP) hiziv eus Juntos PODEMOS ("A-gevret e c'hallomp") hag e 2002 en em ezelas ivez ouzh Frente "Unidos Venceremos". .

Dre ma n'emañ ket enskrivet ar Strollad war roll ofisiel ar strolladoù politikel n'hall ket kemer perzh er mouezhiadegoù.

Liammoù diavaez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]