Strollad Kumunour Albania (1991)
Izili hag ez-izili
|
Strollad Kumunour Albania (en albaneg: Partia Komuniste e Shqiperise: PKSh) a 'zo anv ur strollad komunour marksour-leninour bet krouet en Albania e 1991 da heul un diarann e diabarzh Strollad Labour Albania, deuet da vezañ Strollad Sokialour Albania.
Sevel a ra ar Strollad a-du gant linenn bolitikel Enver Hoxha ha Strollad Labour Albania hag ezel e oa eus Kuzuliadeg Etrebroadel ar Strolladoù hag Aozadurioù Marksour-Leninour (Unaniezh & Stourm).
Ar Strollad komunour kentañ an hini e oa oc'h enskrivañ e anv war restr ofisiel ar strolladoù politikel e 1998 goude ma'c'h eas da get ar Republik Sokialour e 1991. En dilennadegoù evit Parlamant Albania e 2005 e oa bet tapet gant ar Strollad 8.901 mouezh (0,7%) ha dileurad ebet.
Embannet e vez gant ar Strollad ar gelaouenn Zëri i së Vërtetës ("Mouezh ar Wirionez").
E penn ar Strollad emañ Hysni Millosh ha Nexhmije Hoxha, intañvez Enver Hoxha, a zo ezel anezhañ ivez.
E 2002 da heul un disrann e diabarzh ar Strollad ec'h en em glevas an izili aet kuit eus Strollad Kumunour Albania gant tud all evit adsevel Strollad Labour Albania.
E 2006 da geñver ur C'hendalc'h Unvanidigezh ec'h en em deuzas Strollad Komunour Albania, Strollad Labour Albania ha strolladoù komunour all e diabarzh Strollad Komunour Albania, ha dilennet Hysni Milloshi da benn ar strollad nevez-unvanet-se.
"Yaouankizoù Komunour Albania" eo anv kevrenn yaouankizoù ar Strollad.