Kevredad Marksour-Leninour (SUA)

Eus Wikipedia

Kevredad Marksour-Leninour (e saozneg: Alliance Marxist-Leninist) a 'zo anv ur strollad komunour marksour-leninour bet krouet en Stadoù-Unanet Amerika e 1989 o sevel a-enep d'an adwelouriezh soviedel lañset gant C'hrouchtchov.

Sevel a ra ar Strollad a-du gant linenn bolitikel Strollad Labour Albania ha liammoù kreñv en deus gant Kevre Komunour Breizh-Veur.

Ur strollad kar ez eus e Kanada ivez, anvet "Emgann Renkadoù Kanada" (Canadian Class Struggle).

Kenlabourat a ra ar C'hevredad Marksour-Leninour gant ar Kuzul Broadel evit Unaniezh ar Varksouriezh-Leninouriezh ("National Committee for Marxist Leninist Unity"), satliet er Rouantelezh-Unanet ha sevel a ra -du gant liennn bolitikel an aozadur etrebroadel "Stourm Etrebroadel Marksour-Leninour" (International struggle Marxist-Leninist).

Embannet e vez gant ar Strollad ar gelaouenn Alliance! ("Kevredad!")

Liammoù diavaez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]