Mont d’an endalc’had

Kevre Marksour-Leninour Tigray

Eus Wikipedia

Kevre Marksour-Leninour Tigray (e saozneg: Marxist-Leninist League of Tigray) a oa anv ur strollad komunour marksour-leninour damguzh bet krouet en Etiopia e 1983.

Ur pouez bras en doa ar Strollad e diabarzh Talbenn Dieubidigezh Pobl Tigray er bloavezhioù 1980 hag izili eus Kevre Marksour-Leninour Tigray e oa an darn vrasañ eus an Talbenn, en o zouez prezidant Etiopia a-hiziv, Meles Zenawi.

Sevel a rae ar Strollad a-du gant linenn politikel enep-adwelour Strollad Labour Albania hag abalamour da se e oa start an darempredoù a-wezhoù gant abn aozadur kar, Talbenn Dieubidigezh Pobl Eritrea, o stourm o-daou a-enep d'an Derg, skoazellet gant an Unvaniezh Sovidel diouzh e du.