Mont d’an endalc’had

Kevre Komunour Breizh-Veur

Eus Wikipedia

Kevre Komunour Breizh-Veur (en saozneg: Communist League of Great Britain) a 'zo anv un aozadur komunour marksour-leninour oberiant er Rouantelezh Unanet.

Kavet e reer orinoù ar strollad e diabarzh Strollad Komunour Breizh-Veur gant ur rann-stollad gant Bill Bland en e benn.

Er penn-kentañ e oa anezhañ ur strollad maoour a save a-du gant linenn politikel Sina hag en em ezelañ a reas ouzh ar Kuzul evit Trec'hiñ war an Adwelouriezh, evit Unvaniezh ar Gomunouriezh (Committee to Defeat Revisionism, for Communist Unity) e 1965 ha diwar ar gendeuzadenn-se e oa bet savet ar Kreizenn Oberiantiz evit Unvaniezh ar Varksouriezh-Leninourizh (Action Centre for Marxist-Leninist Unity), adanvet Aozadur Marksour-Leninour Breizh-Veur (Marxist-Leninist Organisation of Britain) e 1967.

Da heul an dizemglev etre Sina hag Albania e savas ar Strollad a-du gant linenn politikel Strollad Labour Albania hag adanvet e oa bet "Kevre Komunour Breizh-Veur" e 1975.

Labourat a ra ar Strollad evit reiñ skoazell d'ar Stalin Society ("Kevredigezh Stalin").

Embannet e vez gant ar Strollad ar c'helaouennoù Compass ("Nadoz-vor") ha Combat ("Emgann")

Liammoù diavaez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]