Mont d’an endalc’had

Remi

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Remed)
Ur pennad Rémi zo ivez.

Galia hag he fobloù, en amzer Julius Caesar.

Ar Remi a oa ur bobl eus Gallia Belgica hag a veve etre ar stêrioù Mosa (Meuse) ha Matrona (Marne), er c'hentañ kantved kent JK.

Unan eus pobloù bras Galia e oant hervez an douaroniour Strabon hag ur gêr vras e oa o c'hêr-benn Durocorter pe Durocortum (Reims hiziv), war lez ar stêr Vesle[1]. Emglev a reas ar Remi gant Julius Caesar, dindan ren Iccius hag Andecombogius, ha feal e chomjont d'ar Romaned e-pad Brezel Galia. Ne gasjont ket tud da harpañ emsavadeg vras ar pobloù galian e 52 kent JK, en emgann Alesia.

Eus anv ar bobl Remi e teu anv kêr Reims. Marteze ivez e c'hallfe an anv-badez gallek Rémi dont diwar anv ar bobl-se.

  1. Strabon, Douaroniezh, IV, III, 5